Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Skiant, danvez studi, a bled gant an anadennoù fizikel, bevoniel ha denel a verzer war c'horre an Douar ha gant an doare ma vezont lec'hiet. Ul levr douaroniezh. Douaroniezh lec'hel, armerzhel. 2. Hollad an anadennoù-se zo heverk eus ur vro, a ra perzhioù ur vro hag a studier. Douaroniezh Breizh.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

"douaroniezh" gg.

1923
Daveenn : SKET p.173, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Géographie".

2° un daolenn-amzeroniezh a ray da sklêrijenniñ ar pellamzerioù evel ma ra an taolennoù-douaroniezh da skeudenniñ ar pellvroioù [.]

1923
Daveenn : SKET p.6

Taolennoù-douaroniezh

1923
Daveenn : SKET p.173, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Cartes géographiques".

Vissurix a zeskas dezhañ an doueoniezh, ar steredoniezh hag an douaroniezh, an hudouriezh, ar spiswelouriezh hag ar vezegiezh, ar reizh, skiant ar vuhezegezh hag an danevellouriezh.

1924
Daveenn : SKET.II p.29

"douaroniezh" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.125 « Geriadurig », "Géographie".

kartennaoueg douaroniezh

1931
Daveenn : VALL pg atlas

Evit d'an douaroniezh bezañ bet resisaet he fal hag he hentoù gant an hevelep mestr, ez eo ret anzav n'o deus ket [sic, pleustret] ar vrezhonegerion pleustret kalz warni.

1943
Daveenn : TNKN p7

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial