aval-anana
Ne oa ket marteze ken flamm an oabl hag an hini a veze a-us da Vreizh d'ar mare ma kuitais ar vro, ha tennañ a rae kentoc'h d'ar moug eget d'ar glaz, moarvat ivez e vez un tammig morennet an dremmwel, plijus e oa koulskoude ; hag e-giz ma'm eus c'hoazh amzer vak, em bez tu da ober tro pe dro da ober anaoudegezh gant gwez ha plant a hunvreer enno en hor bro : kafe ha kakao, orañjez ha sitroñs, ananaz ha gwez-bara, hep kontañ re all ha na'm boa ket zoken klevet anv anezho a-barzh neuze : mangez hag avoka, korosol ha papay...
Arabat dre-se bezañ souezhet mar bez douget an hevelep anv gant meur a gêriadenn nes an eil d'eben : ned int nemet skourroù diwar an hevelep kef ; arabat bezañ souezhet kennebeut ma kavit ho kêriadenn div pe deir lev diouzh al lec'h a zo merket dezhi war ho kartenn ; hag evel testeni eus al lec'h a glaskec'h, ne gavit mui nemet ur bochad bambouz Sina pe zaou, un nebeudig gwez-mangez pe sitroñs, un nebeud plant ananaz dindan ar gwez.
E-keñver ar bevañs ez eus du-hont un dra ha ne rae ket a ziouer el lec'hioù ma oa bet tud o chom ha distroet d'ar gouezeri : an delioù ananaz a zo dispar evit ober saladen, ha blazet mat souezhus ez int.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
An Andre