E tu-hont d'ar c'hambroù ha d'ar salioù bras [e]c'h aer enne 'vit dibriñ, pe 'vit skrivañ, pe 'vit ober un diskuizh, e zo amañ ur chapel vras hag ur chapel vihan : homañ 'zo savet enni ur vreuriezh a nevez zo 'vit diboaniañ an anaon : enni dreist-holl e plijo dimp mont da gaozeal gant an Ao. Doue.
E-kreiz noz, diouzh m’emañ brud, pa vez an oabl o hinoniñ hag al loar o skediñ en neñv, e teu an anaon illur sebeliet eno er-maez eus o bezioù da analat ar gouyender dindan an amzer splann ; azezañ a reont a-strolladoù war gern ar c’hrugelloù hag e kenbrezegont laouen en ur arvestiñ ouzh an neñv hag ouzh ar mor (2).
mont d'an anaon
Nann, ne oa kristen ebet, d’ar mare, o c’hoari en-dro d’an ti, nemet marteze Anaon Herri a oa deuet d’ober pinijenn el lec’hioù m’en doa bevet. Ha pa soñjas en ene he gwaz, Mari a zeuas da vezañ spontet-naet.
Ar sklerijenn a oa gwenn, evel ar sklerijenn a dle teurel Anaon ar Gristenion p’o deus bet aotre digant an Aotrou Doue d’en em ziskouez d’an dud evit reiñ kentel dezho.
Klask a ran pelec'h renkañ emlazh ar peder retredadez met ne glot ket tamm ebet gant ar rummad "anaon ar re varv dre emlazh zo daonet".
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
An Aotrou