Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Brazez. Dougerez eo. En em gavout dougerez. Ur vaouez dougerez. Dougerez tost d'an termen eo. D'ar mare-se e oa dougerez war he merc'h. Dougerez e oa eus he bugel kentañ. & Bezañ dougerez a eizh miz, bezañ war he eizh miz dougerez : bezañ o tougen abaoe eizh miz.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Dougerez eo.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dougérez (Elle est enceinte. HV).

dont da vezañ dougerez

1850
Daveenn : GON.II.HV p.107, Notenn 1 : pour "concevoir", on dit généralement "doñt da véza dougérez".

Dimp da welout a-bell e oa Abd-el-Aziz ur gwaz yaouank a-walc’h, war-dro tregont vloaz, met ur c’hof braoued anezhañ, dre ma ’z oa gwisket Doue ’oar gant pet ha pet sae lien ha seiz gwenn, hag o vezañ ma veze hanter ledet e gorf war ur bern torchennoù, tennet en divije d’ur wreg dougerez dare da wilioudiñ panevet d’ar varvenn du-peg ha rodellek a laoske da ziwan en-dro d’e zremm morlivet.

1954
Daveenn : VAZA p.135

Emañ o vont da lavarout din ez eo dougerez, a lavaran ennon-me, ar vrazezded koulskoude ne lakafe ket Adriani da ober penn kozh evel ma ra.

2015
Daveenn : EHPEA p63

Ofis publik ar brezhoneg