douget da
Ur wech savet ar skornegoù, ez eo aet an douar dindano war c'houzizañ gant ar samm, pladet en deus dre gempouez rak ar bluskenn-vaen, a reer Sial anezhi, a zo douget gant un dolzennad karregennoù ponneroc'h hag ardeuz, ar Sima a c'hell ar sial diskenn ennañ.
- Te a zo diwar ar maez, Sezni, hag eus bro-Leon ar gatolikañ. Em c'hêr c'hinidik, avat, du-mañ, war vordig mor Kernev-Izel, eo douget, ouzhpenn dreist, ar merc'hed yaouank d'al lammoù ha d'an dañsoù, ha, 'm eus aon, e karont ivez kompagnunezh ar baotred yaouank.
Un dra iskis eo e vez douget paotred ha maouezed an eil d'egile, ha, d'eben, pa zeu o oad.
Eva, avat, a oa Maouez, da lavarout eo bresk hag hedro dre natur, muioc’h douget d’ar bremañ marvel eget d’an dazont a Sklerijenn beurbad, ha kurius-dreist-kred [sic].
Kousket a rejomp kichen-ha-kichen war vein kalet plas foar Neufchâteau, ha war bradoù blotoc'h Bastogne, un ergerzhadenn a badas betek Ettelbrück, al lec'h ma voemp sammet en un tren evit bezañ douget d'an Alamagn.
Yvonne L. a oa ur plac'h o chom e Landerne, hag a oa kanerez ha dañserez ha korollerez, en ur strollad breizhat. Hag ouzhpenn-se kanerez en iliz, ha neuze douget d'ar c'hantikoù brezhonek kenañ-kenañ, hag ouzhpenn-se karismatek ivez.
Lavaret em eus dit e oan douget-kenañ d'an digenvez. Met n'eo ket gwir, rak a-hed va buhez, abaoe pevar-ugent vloaz emaon atav gant tud. Morse n'on bet digenvez. Marteze eo en abeg da se em boa c'hoant d'an digenvez.
Ar mezeg en doa prenet an ti digant hêred ur surjian brudet ; hag o vezañ ma oa douget d'ar gimiezh kentoc'h eget d'ar gorfadurezh, en doa kemmet arver ar savadur a oa e traoñ al liorzh.
Ar goulenn all eo petra 'c'hell talvout e vije bet douget ar c'horf-marv da gKerameikos.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
doug-eurvad