Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (db. an dud) Aonik, troet da gaout doujañs (1, 2). Spontik ha doujus e oa dirazon ha dirak ma fuzuilh. 2. (db. an dud) En deus doujañs (3, 4), zo troet da gaout doujañs. Bugale sentus ha doujus. Bezañ doujus d'ub., e-keñver ub. Bezañ doujus d'al lezenn : plegañ dezhi. 3. (db. an oberoù) Leun a zoujañs (3, 4). Ober un degemer doujus da ub. Hor gourc'hemennoù doujus a gengañv.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

doujus

1499
Daveenn : LVBCA p65 ('craintif')

doujus

1732
Daveenn : GReg pg craignant

doujus

1850
Daveenn : GON.II pg doujuz

un den doujus-bras eo

1850
Daveenn : GON.II pg doujuz

Ar baotred yaouank, sonn evel gwez-pin, start evel gwez-derv, a oa kalonek ha kadarn, doujus d’al lezenn, d’ar renerien, d’ar gozhidi.

1923
Daveenn : SKET p.68

An ti, bet savet gant an intañvez doujus, gwirion, karantezus, a zo uhel, ledan, ec’hon, marzhel, o tereout ouzh ur roue-ar-bed.

1923
Daveenn : SKET p.14

Ra droio rodoù e girri lenkr ha diwigour, ra vo e-ratre e vinvioù-labour hag e vevelien niverek ha doujus.

1923
Daveenn : SKET p.25

Abaoe am eus-me gwelet n'eo ket ar re bet savet e kolajoù strizh ar veleien, eo a veze, pa oant digouezhet er vuhez, ar re ar muiañ doujus outo nag ouzh ar Relijion, ar c'hontrol.

1944
Daveenn : EURW.1 p53

- Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier. Pediñ a ran an Aotrou Doue, avat, ma ray diouzhin ur servijer doujus hag ur beleg izel e galon, hogen barrek hag helavar da brezeg E Anv Santel.

1949
Daveenn : SIZH p.45

Penaos, d'ur verc'h desavet mat, / Ren buhez fur, onest ha glan, / Ha, doujus 'keñver mamm ha tad, / Bourrañ el lazh, e-kreiz an tan ?

1960
Daveenn : PETO p60

Anat eo ivez e oa kalz sevenoc'h ha kalz doujusoc'h an dud.

1985
Daveenn : DGBD p159

doujus e oant an eil d'egile, evel ma oa pep hini doujus dezhañ e-unan

2012
Daveenn : DJHMH p21

Ar pezh a zo sur avat, ne vo ket graet bravoc'h pe viloc'h ouzhoc'h hervez ma'z oc'h difeuls ha doujus pe get.

2015
Daveenn : DISENT p105

Gallout a reomp-ni diskouez bezañ difeuls ar muiañ ar gwellañ oute, koulz ha moustrañ ar muiañ posupl war hon fulor - evel-just hon dez santadoù ha fromoù evel-se ni ivez - o chom digor ha doujus oute, ha prest d'ober gant pedagogiezh.

2015
Daveenn : DISENT p51

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial