Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Danvezenn a gemer stumm al lestr he dalc'h hag a zigresk he ec'honad p'he gwasker ; danvezenn n'eo nag ul liñvenn nag ur c'haled. Ur gaz eo an oksigen. & Gaz rouez : a gaver a gementadoù bihan en natur. & Gaz liñvel : stad ur gaz dindan gwask uhel. & Gaz brezel : gaz mougus prl., implijet evit lakaat faezh an enebour. 2. Ent strizh Korf aezhel a eztenner eus an douar hag a dalvez da dommañ, sklêrijennañ, h.a. Un tredanva dre c'haz. Dasparzh ar gaz. Ur voutailhad c'haz. Kompagnunezh ar gaz. HS. aezhenn. II. Dre ast., pemdez 1. Fornigell dre c'haz. Emañ ar gastelodenn war ar gaz. 2. Embregerezh a ver dasparzh ar gaz. Implijidi ar gaz.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Aesoc'h e oa ar vuhez eviti zbaoe ma oa bet lakaet an tredan da zont betek ar C'hastell, gwall nebeut ez implije anezhañ forzh penaos, ur voutailh gaz a oa ganti gant ur fornigell blat daou tan, c'hwec'h miz e pade ar voutailhad : ne c'hortoze ket muioc'h digant an araokaat.

1992
Daveenn : EAZB p. 30

Diwallit pa vefet o skuilhañ ar serom en ho taoulagad : gant an dourenn e vez ledanaet toulligoù [toullouigoù] c'hwez ar groc'hen, hag e c'heller bezañ devet gant ar gaz.

2015
Daveenn : DISENT p161-162

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial