Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Anv miz kentañ ar bloaz, un deiz ha tregont ennañ. Genver ha C'hwevrer. An deiz kentañ a C'henver 1847. Erru omp tost da hanter C'henver. & Kala-genver : deiz kentañ ar miz-se. & Dant-genver*. 2. (goude ar ger miz) Ar miz-se. An deiz kentañ, ar c'hentañ a viz genver. Ar c'hwec'hvet, ar c'hwec'h a viz genver. E deroù, e deizioù kentañ, e diwezh miz geñver. EVEZH.: ne lakaer ger-mell ebet dirak genver na dirak miz genver kennebeut prl.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

Genver

1499
Daveenn : LVBCA p83 (ianuier)

Genver

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Ianuier

Genver

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Guenver

Genver

1850
Daveenn : GON.II pg genver, genveur (janvier, le premier mois de l'année).

Genver

1850
Daveenn : GON.II pg genver, genveur

miz Genver

1850
Daveenn : GON.II pg genver, genveur (le mois de janvier).

Ar pesked-red a deu, war hon aodoù, entre hanter miz Kerdu ha diwez miz Genver, evit leuskel o laezhenn pe o vioù. Neuze e paker anezhe, bodennet ma vezont a-vil-vern : ar sein vras dispaket, an daou benn anezhi a rae an dro d’ar c’hlodad gant pep a vag vihan.

1925
Daveenn : BILZ2 p.122

Ha pa rankent mont adarre er bagoù, gleb-dour-teil, dent Genver eus o dilhad, eus o blev hag eus o barv ! !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.122

Un abardaevezh a viz Genver 1890, prestik goude distro an deiz kentañ 'r bloaz, Aogust ar Roc'h ha me, hon-daou ken heuget an eil evel egile gant ar vuhez kolaj, a zivizas mont kuit etrezek ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p35

Evel-se e c'hanas ur follenn a ziv bajennad, d'ar Sul 16 a viz Genver 1897, hec'h anv Kroaz ar Vretoned hag a badas ouzhpenn ugent vloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p60

Ar wech-mañ ’vat ne golljen nozelenn ebet ha den ne gavje tu da ginnig toupennoù ruz pe lietennoù da goantennoù kêr, rak re nebeut amzer ’oa tremenet abaoe lazhadeg miz Genver, an deiz ma reas an Duk-Meur Wladimir Wladimirovitch, eontr an Impalaer, tennañ war vicherourien Sankt-Peterburg a felle dezho klemm d’e niz ouzh o dienez hag ar stad truezus a-walc’h ma vevent enni.

1954
Daveenn : VAZA p.157

Evidon-me a zlee adwelout Casa naontek miz diwezhatoc'h, e penn kentañ miz genver 1939.

1985
Daveenn : DGBD p.13

D'an 9 Genver, pevar devezh 'zo bremañ, e tegemeris dre val an noz ul lizher erbedet kaset din gant Jekyll.

2012
Daveenn : DJHMH p. 79

Ofis publik ar brezhoneg