Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. H.g. Dour, eus ur stêr o tic'hlannañ, eus ar mor pe diwar glaveier bras a c'holo ur gorread bras a zouar. An dour-beuz a zistrujas pep tra. Dont a ra barroù dour-beuz eus ar stêrioù. Tachennoù gwastet gant an dour-beuz. HS. liñvadenn. 2. G. An doureier-beuz o deus graet kalz distruj. An dourioù-beuz.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

E-keñver pont Keraouell ez eus un tamm douar diskloz, leun a raoz hag a vrouan ; an dour-beuz, o vont dre-greiz, en deus graet eno gouerioù bihan.

1878
Daveenn : EKG.II p.23

Terridigezh al lezenn a-berzh meur a hini, avat, pe a-berzh ar vroad a-bezh, a denno war he heul ar c’hastiz-mañ : kolloù, kañvoù, krenoù-douar, dour-beuz, bosenn war dud ha loened, brezelioù-koll, gwaskerezh estren, ha, d’an diwezhañ, dismantr ha marv ar vroad, dilignezadur ha steuziadur ar ouenn (1).

1923
Daveenn : SKET p.52

Ma tro diouto eo dre ma ’z eo an dud-se, e gwirionez, du ha drouk betek mel o eskern, daspugnet m’emañ en o c’hreiz kement gwallnamm a zigas kleñved, digened, dinerzhded, dizunvaniezh, dispac’h, brezel, sklavelezh, koll trevadoù, pore loened, kazarc’h, arne, kren-douar, dour-beuz, marv.

1924
Daveenn : SKET.II p.63

dour-beuz

1927
Daveenn : Geri.Ern pg beu(z)i

dour-beuz

1927
Daveenn : Geri.Ern pg beu(z)i

Ha, bemdez, trubuilh, reveulzi, / Dic'hlanniet foll, par d'an dour-beuz, / D'hon drastañ diroll [,] d’hor beulziñ / O skignañ spont, daeloù hag euzh.

1960
Daveenn : PETO p28

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial