1. Dour-bev.
Mont a reas gant an dour-red war rod ar vilin.
2. (db. an dud)
Trl. kv.
Bezañ faos evel an dour-red : bezañ faos-tre.
3. Dour degaset ha dasparzhet e diabarzh an tiez dre duellennoù ha kogoù.
Piv goude a lezfe da vont gant an dour-red, / C'hoar, pe vamm, pe bried, / Hep lammet war e benn d'he c'hlask bete 'r oueled ?
Piou goude a lesfe da vont gant ann dour red, / C'hoar, pe vamm, pe bried, / Hep lammet war he benn d'he c'hlask bete 'r weled ?
1867
Daveenn :
MGK
p142
Tennañ a rejont ar vagig diouzh diraez al lanv hag e kerzhjont a-hed an tevenn, da glask un dour-red bennak, rak sec’hedet-marv ez oant.
Tenna a rejont ar vagig diouz diraez al lano hag e kerzjont a-hed an tevenn, da glask eun dour-red bennak, rak sec’hedet-maro ez oant.
1923
Daveenn :
SKET
p.110
Er glasvezennoù digenvez e krozas al lammdourioù hag e stagas dre-holl an doureier-red gant o labour rimiañ ha toullañ ar c’haletañ rec’hier, ruilhañ traezh, pri ha bili, kleuzañ traoniennoù, adstummañ dremm an douar.
Er glazvezennou digenvez e krozas al lammdouriou hag e stagas dre-holl an doureier-red gand o labour rimia ha toulla ar c’haleta rec’hier, ruilha traez, pri ha bili, kleuza traoniennou, adstumma dremm an douar.
1923
Daveenn :
SKET
p.29
labour an dour-red
1931
Daveenn :
VALL
pg action (de l'eau courante sur le relief terrestre)
Ur vro goant-tre, un tamm meneziek, gant dour-red a-leizh a ergerzhis en devezhioù goude.