Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. 1. Dezhañ ur blaz plijus evel hini ar sukr. An avaloù-man zo dous. Hi a gav mat traoù dous. & Dous-mel : dous-kenañ. HS. c'hwek, milis. 2. (db. bouedoù zo) N'eus ket a holen ennañ. Amanenn dous. Kig dous. 3. (db. al laezh) N'eo ket goet. Ev ur banne laezh dous. HS. livrizh. 4. (db. an evajoù) C'hwek ha hep (kalz) alkool ennañ. Gwin dous. Hi a gemero ur banne hini dous. Ur bannig traoù dous. ES. kreñv. 5. (db. an dour) Hep holen ennañ. Pesked dour dous. B. Dre skeud. 1. Plijus stekiñ (e zorn) outañ. Dous eo ar voulouz. HS. flour. 2. (db. an amzer) Klouar. Mont da bourmen pa vez dous an amzer. 3. (db. an douar) Gleb. Disec'hañ ar pradoù dous. 4. (db. ar sklêrijenn) Plijus d'an daoulagad. 5. (db. an dud) Tener a galon. Rouanez dous ha karantezus. & Trl. kv. Dous evel un oan. DHS. habask. HS. kuñv. ES. garv, kriz. II. Adv. En un doare habask ha plijus. Honnezh a gaoze dous ha brav. [1949] Kousket dous eo e holl genvreudeur.

Skouerioù istorel : 
41
Kuzhat roll ar skouerioù

c'hwek ha dous

1499
Daveenn : LVBCA p47, 65, 94 ('doux et doux')

dous

1499
Daveenn : LVBCA p65 (doulz)

komz dous

1499
Daveenn : LVBCA p65, 119 (doulce parole)

dous

1659
Daveenn : LDJM.1 pg benin, delectable, doute

e dous

1659
Daveenn : LDJM.1 pg doucement

ken dous

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quendoux

alamandez dous

1732
Daveenn : GReg pg amande

dousoc'h eo kalz ar gofesion a reer e skouarn ur beleg, eget an hini a reer dirak ar bopl

1732
Daveenn : GReg pg (la confession) auriculaire (est bien plus douce que la confession publique)

bageer an dour dous

1732
Daveenn : GReg pg batelier(s de rivieres)

lizher dous

1732
Daveenn : GReg pg billet (doux, billet galand)

gwin gwenn dous ned eo ket diliet

1732
Daveenn : GReg pg (vin) bourru

ez-dous

1732
Daveenn : GReg pg doucement (avec douceur, sans aigreur)

dous d'an dorn

1732
Daveenn : GReg pg douillet (ette. mollet, doux à l'attouchement)

gwin dous

1732
Daveenn : GReg pg (du vin) doux

ar brenn-c'hwek a zo dous

1732
Daveenn : GReg pg (la reglisse est) douce

ker dous evel ar mel hag ar sun kantin

1732
Daveenn : GReg pg (aussi) doux (que le miel, & le sucre, tout à-fait doux)

ur c'hwezh dous

1732
Daveenn : GReg pg (une odeur) douce

dous d'an dorn

1732
Daveenn : GReg pg doux (au toucher)

dous evel ar seiz

1732
Daveenn : GReg pg (très) doux (au toucher)

ker dous ha blev kazh

1732
Daveenn : GReg pg (très) doux (au toucher)

ker dous ha tra d'an dorn

1732
Daveenn : GReg pg (très) doux (au toucher)

amzer dous, glav dous

1732
Daveenn : GReg pg (tems) doux (pluïe douce)

un aer dous

1732
Daveenn : GReg pg (un air) doux

lizherig dous

1732
Daveenn : GReg pg (billet) doux

un dremm en deveus evit an dousañ

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, air

dous

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, pg coulant (qui n'est pas rude), doux (douce, qui n'a rien d'aigre), doux (au toucher), doux (galant, amoureux)

dousoc'h

1732
Daveenn : GReg pg adouci

dousoc'h

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

aer dous

1732
Daveenn : GReg pg air

un dremm en deveus, a'n dousañ

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, air

alanoù dous

1732
Daveenn : GReg pg haleine (Des haleines douces.)

D’an iliz, e kuzh, ‘c’ha e berr, / Laerezh ‘ra kef ‘n [a]otro[ù] sant Pêr, / Ha, da serr-noz, ti an Ostiz, Yann da evañ ‘vel ur bouc’hiz ! / Ar jist[r] neve[z] ‘zo mat ha dous : / o lonkañ na skuizh hon marmouz / ‘Barzh ar barrouz, ar pinvikañ, / Muioc’h me[z]v na c’helfe be[z]añ. /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Doue da ray d’ar wezennig Avel dous ha glizhenn dener, ’Vit ma vleunio ar rozennig, Pell diouti ar gwallamzer !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Pegen kuñv, pegen dous eo diskuizhañ ar penn war blueg bouk ar c’hreunennig.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1026 (Gouere-Eost 1924)

Ha war he mennozh e savas evel un aezhenn a zouster : koun ar poanioù kri he devoa eno bet gouzañvet, koun al levenez dibaot met kuñv ha ken dous c’hoazh d’he c’halon he devoa bet eno tañvaet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.177

Anastazi a oa dousoc'h he c'halon : – « Deuit amañ ouzh taol, bugaligoù keizh, emezi, da zebriñ ur bannac'h soubenn, hag un tamm kig-sall ».

1944
Daveenn : EURW.1 p38

Gwelout a ris dirak ma daoulagad ur c’hoziad treut, bihan a-walc’h gant eur barv gwenn ouzh e c’hroñj ; kromm e oa e gein un tammig, met e zaoulagad a oa bev ha sklaer, hag e gomz dous ha seven-meurbet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.92

Lakaet e veze ar wrac’h da ganañ war ar c’hoariva, bez’ he doa ur vouezh dous evel ur bugel, hag un eñvor burzhudus, peogwir he doa kanet da Fañch an Uhel ouzhpenn ur c’hant a werzioù hag a sonioù kozh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

Ne oant ket heñvel, Greta a oa meleganez, uhel he doare ; Olga a oa duardez, dousoc'h ha tommoc'h.

1944
Daveenn : EURW.1 p44

Kousket dous eo e holl genvreudeur, pep hini en e logig wenn, klozet diouzh bali ar gambr voutin gant ur ballenn lien tanav.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Adalek Sassandra ez eo izel an aod, hag an erv draezh a vez o tispartiañ eus ar mor ur rummad loc'hioù pe lennoù dour dous ; rak a-hed an aod-mañ ez eus ur froud nerzhus o kas war du ar Reter an diskargadur o tont eus ar stêrioù - Sassandra, Bandama, ha Komoe o vezañ an teir vrasañ anezho - ha berniet e vezont en ur eeunañ an aod, un tamm evel ma c'heller gwelout e Breizh war Arvor Vili ar vro vigoudenn pe etre an Oriant ha ledenez Kiberen, met amañ e c'heller heuliañ an erv war bevar-c'hant kilometr, pe dost.

1985
Daveenn : DGBD p19

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial