Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. G. Pezh-c'hoari zo dezhañ ur steuñvenn fromus hag a c'hall, a-wechoù, bezañ elfennoù fentus dezhañ daoust da se. "Gwreg an Toer", drama en un arvest. [1954] [...] peurliesañ pikoloù dramoù e pemp arvest ha gwerzennet, da skouer : Arzhur a Vreizh, Sant-Efflamm, Charlez a Vreiz, Jili a Vreizh, Gwesklen, ha me oar. & Drama sakr : pezh-c'hoari, anezhañ un azasadur eus un destenn pe un arvest sakr. Ar boaz zo bet kemeret da c'hoari en ilizoù an dramaoù sakr. 2. H.g. Rumm lennegezh, anezhañ oberennoù da c'hoari war ul leurenn. A-ouenn eo Kembreiz tuet d'an drama.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Ne veze desket ganimp nemet pezhioù gallek aozet gant an Aotrou an Dantek [sic, Danteg], kelenner naturoniezh ha strilhourezh [sic] er c’hloerdi, un oristal anezhañ ma ’z eus bet unan war zouar Vreizh ar peurliesañ pikoloù dramoù e pemp arvest ha gwerzennet, da skouer : Arzhur a Vreizh, Sant-Efflamm, Charlez a Vreiz, Jili a Vreizh, Gwesklen, ha me oar.

1954
Daveenn : VAZA p.76-77

Marv an David, person touer parrez Gouezeg, bet diskaret e miz even eus ar bloaz 1795, eizh deiz pe war-dro a-raok dilestradeg Kiberen, gant un nebeud gwazed eus arme Kadoudal, en deus roet tro din da sevel an drama-mañ.

1960
Daveenn : PETO p8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial