Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doare remed, da evañ prl. Arc'hoazh, c'hwi a gemero un dramm. Euvriñ drammoù. & Dre fent Evaj a gaver blazet-iskis. Kaset ez eus dimp ur banne gwelien graet gant tri c'hard sistr hag ur c'hard gwin, kejet ; hennezh zo un dramm ! DHS. louzoù. 2. NEVEZ Danvezenn a euvrer e doare pe zoare hag a gas an den d'ur stad ma kav dezhañ ez eo brav pep tra ; dre ma voazier ouzh an danvezenn-se ez eo dañjerus pe zañjerusoc'h evit ar yec'hed. Ar c'hanab indian zo un dramm dous. DHS. struj.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

drammoù

1732
Daveenn : GReg pg dragme (terme de Medecins)

dramm

1732
Daveenn : GReg pg dose (le poids, ou la mesure des drogues qui entrent en un médicament), dragme (terme de Medecins)

drammoù

1732
Daveenn : GReg pg dragme (terme de Medecins)

Ezhomm bras en deus eus an dramm-se, Aotrou, forzh pe abeg a ve da se.

2012
Daveenn : DJHMH p.65

[...] arabat d'ar stourmerien dont d'un obererezh gant dramm, pe armoù -memes binvioù ha n'int ket graet evit bezañ implijet evel armoù : bizhier koad, kontilli godell, sizailhoù bechek...-

2015
Daveenn : DISENT p91

A-drugarez d'an holl draoù-se e vezer devet gant ar blijadur, ha dont a ra da vezañ evel un dramm.

2015
Daveenn : DISENT p52

Kompren a rae Bríd e ouie an itron Uí Shúilleabháin e vefe floderien vras an dramm eus Dulenn war an dachenn.

2020
Daveenn : ARGEL p. 82

Paeet e vezont gant drammoù skañv da gentañ ha tamm-ha-tamm e vez roet drammoù kreñvoc'h dezho, ken na teuont da vezañ kaezhiaded

2020
Daveenn : ARGEL p. 76

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial