Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
124
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (db. an traoù prenn, ar skourroù, an eskern h.a.) Strakal diwar ur gwask bnk. Ar c'harradoù gwinizh a ziskenne goustad en ur zraskal. Lakaat a rae postoù ar gwele-kloz da zraskal. Lakaat ar c'heuneud sec'h da zraskal dindan an treid. 2. (db. an tan hag an danvezioù war dan) Strakal. Draskal a rae ar goumon kras en tan e-giz delioù pin. Klevet a reont an tan o traskal lirzhin en oaled. DHS. strinkañ. 3. (db. ar c'hurun) Strakal. Draskal a ra ar c'hurun ! 4. Dre ast. Kornal, distonañ. Ken na zrasko an ti. HS. strakal. 5. Pemdez Draskal a ra ! : troienn a implijer da reiñ da c'houzout ez eus savet trouz etre tud. HS. strakal. 6. Tripal, na c'hallout chom difiñv pa c'hortozer udb. gant mall bras. II. V.k.e. Lakaat da strakal. Draskal e eskern.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

draskal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg petiller

drasket

1659
Daveenn : LDJM.1 pg petiller

draskal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg drasqual

draskañ

1850
Daveenn : GON.II pg draska, draskla

drasklañ

1850
Daveenn : GON.II pg draska, draskla

drasket

1850
Daveenn : GON.II pg draska, draskla

draskal

1909
Daveenn : BROU p. 230 (faire un bruit sec)

En noz-mañ, avat, e vezo satanazet an ti, ken na zrasko an holl draoù e Karreg-al-Louarn…

1944
Daveenn : ATST p.128

Lom a gemeras ur skourjez, ha, dao ! an duchenn a zraskas tennoù er glud, a-hed hag a-dreuz.

1944
Daveenn : ATST p.129-130

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial