Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. (db. an traoù) Distrujañ, gwallaozañ. Ar wallamzer en deus drastet an eostoù. Parkadoù avaloù-douar bet drastet gant ar c'hleñved. B. (db. an dud) 1. Gwallgas, faezhañ. Drastañ a ra e gorf. Drastet eo bet gant ar boan. 2. Kastizañ. Pegoulz e vo ret o drastañ ? II. V. em. EN EM ZRASTAÑ 1. En em skuizhañ kalz o labourat. 2. Bezañ oberiant-tre. En em zrastañ a reont. HS. difretañ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Hogen, mar taolez da zaouarn war ar bugenoù-mañ e sell hepken d’o drastañ, na vezet dit a-berzh an doueed nemet anken, dinerzh, kleñved ha dienez !

1923
Daveenn : SKET p.84

drastañ

1931
Daveenn : VALL pg briser (complètement détruire)

Diouzh ardoù kamm an Nasion, Harpit start hor Relijion; Da vezañ drastet ez eo boas, Met trec'h adarre 'vo arc'hoazh.

1960
Daveenn : PETO p19

Ha, bemdez, trubuilh, reveulzi, / Dic'hlanniet foll, par d'an dour-beuz, / D'hon drastañ diroll [,] d’hor beulziñ / O skignañ spont, daeloù hag euzh.

1960
Daveenn : PETO p28

Daoust d'an doare kriz ha garv / Ma vez drastet he fastored / Er prizon, porched ar marv / Hag, er jahin, eno loret, / O c'hedal petra emaon c'hoazh / Da zianzav dirak an holl / Al le a rankin nac'h arc'hoazh / Ma vennan chom hep mont da goll ?

1960
Daveenn : PETO p34

Ur pennad goude bezañ kuitaet Ebolengozh e treuzomp plantadegoù kozh a zo un euzh gwelout penaos ez int bet drastet : pep tra a zo bet breset, mac'het, flastret, ur voulc'henn bep dek metr dre wask ar strouezh, ar c'heuneud dibennet ha drailhet.

1985
Daveenn : DGBD p157

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial