Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Linenn, doare dezhi da zispartiañ an oabl diouzh an douar, anezhi bevenn gelc'hiek gwel ub. Bezañ war an dremmwel, en dremmwel, e penn an dremmwel : pellañ ma c'haller gwelet. Sevel a ra al loar a-uc'h an dremmwel. 2. Dre ast. An dachenn oabl ha douar zo a bep tu d'al linenn-se. Moredet, digatar eo ar dremmwel.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

dremmwel

1850
Daveenn : GON.II pg dremvél, dremm-wél

Al lestr a welit a zo e rez an dremmwel.

1850
Daveenn : GON.II pg dremvél, dremm-wél (Le vaisseau que vous voyez est au niveau de l'horizon).

a-zremmwel

1850
Daveenn : GON.II pg dremm (A perte de vue, hors de la portée de la vue. - A l'horizon).

dremmwel

1850
Daveenn : GON.II pg dremvél ou dremm-wél (Horizon, l'endroit où se borne notre vue et où le ciel et la terre paraissent se joindre).

Lenn an Heol e veze hanvet gant mibien Vanos, dre ma welent eus ar c’hlann gornok m’o doa graet enni o annez, bemdez, en dremmwel, an heol o tiveuziñ diouzh an dour anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.94

Eus lein menez "Langres" e tizher un dremmwel ec'hon-ec'hon, Reclus, la France, p.700

1923
Daveenn : SKET p.12

Hemañ, aet da gi gant ar beajour kelt, a zo, e gwirionez, ul leon penn den, o skeudenniñ an doue Harmakhis, a, heol en dremmwel […].

1923
Daveenn : SKET p.18

Ha pa ’c’h ae, ur wech an amzer, da vesa saout ha deñved e amezegez war an torrod yeotek, e-unanik, dirak an dremmwel, ar c’haozioù, al lavarioù, ar sonioù a deue da nij dirak daoulagad e goun.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

War devel ez eas garmadeg ar merc’hed, hag e steuzias an enezenn en dremmwel.

1924
Daveenn : SKET.II p.39

dremmwelioù

1931
Daveenn : VALL pg (les) aspect(s variés du paysage)

dremmwel

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXIX

An dremmwel a oa digoumoul.

1944
Daveenn : EURW.1 p.146

[...] ha d'an nec'h tre, ar solier, div gambrig all, a zizoloer dre o frenestroù an holl vourk, hag er pellder, dremmwel fromus ha gwagennus tosennoù Kerne

1944
Daveenn : EURW.1 p6

Deuet on da chom davet ma zud e parrez Karnoed, en un ti brav, livet gwenn, war blasenn ar bourk, keñver gant an iliz, un ti kempenn, dalc'het gant ma mamm, ennañ kombodoù bihan evel emañ ar mod gant bourc'hizien Vreizh-Izel : ur gegin, ur sal, ur burev, dispartiet gant un trepas ; teir gambr a bigner dezho gant ur « viñs-tro » ; ha d'an nec'h tre, ar solier, div gambrig all, a zizoloer dre o frenestroù an holl vourk, hag er pellder, dremmwel fromus ha gwagennus tosennoù Kerne.

1944
Daveenn : EURW.1 p5-6

[...] al loar ; / He c’herniel begek ‘us d’an dremmwel / A skuilhe war Venezioù Groñvel, / War re Vrasparzh ha roc’h Trevezel, / Skeulioù bannoù liv gant ar c’hoar.

1944
Daveenn : EURW.1 p.211

Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.

1949
Daveenn : SIZH p.43

Edon ’ta o lenn er gwasked war ar pont pa stagas a-greiz-holl an oabl da gaoulediñ : « Dal ’ta, emezon, daoust ha keloù glav a vefe gant an amzer ? » ha me em sav, e-sell da ziskenn gant an diri war du va gwele, pa spurmantis er pellder, a-rez an dremmwel, un doare aezhenn vorlivet o sevel eus ar mor, o kreskiñ dibaouez hag o ledanaat muioc’h-mui, kement ha ken bihan ma teuas da stummañ evel un dinell divent, pe gentoc’h ur volzenn iliz, ha seul ma ’z ae an dra-se war vrasaat ha war frankaat, seul vuanoc’h e kemme he liv : gwenn-sin da gentañ, arc’hant goude hag a-benn ar ar fin ken ruz ha pa vije bet du-hont un tangwall eus ar skrijusañ oc’h ober e reuz.

1954
Daveenn : VAZA p.172

Met re ziwezhat e vijent bet o tihuniñ Tad kozh Fallières ha neb ’oa aet da gousket, rak ne badas ket pell ar burzhud-se, aet a-drak da get ken sioul ha ken prim ha ma voe ganet du-hont, pell-pell ha kaer am boa bremañ frotañ va daoulagad hanter drellet, netra ken ne welen nemet ar mor habask-tre bete pennig an dremmwel hag an oabl peurskarzhet gant e holl stered o lugerniñ, hervez ma krede din, kalz muioc’h eget a-ziagent.

1954
Daveenn : VAZA p.173

En tu all d’an hent bras, betek goueled an dremmmwel, maezioù glas koadek ha torgennek.

1960
Daveenn : PETO p27

Goude ehan Kotonou, evel ne reomp ehanoù nemet er broioù e dalc'h ar Frañsizien, e pellaomp eus an douar, ha douaroù izel beg pellañ delta an Niger hepken war an dremmwel a laka anat e kuitaomp pleg-mor ar Benin evit hini ar Biafra, hag a zo anezhañ ar rann bellañ e deun Mor Ginea.

1985
Daveenn : DGBD p20

Evel al labouradegoù nukleel, emañ o kargañ deoc'h ho kouloù, ho tremmwel.

1992
Daveenn : EAZB p. 110

Ofis publik ar brezhoneg