I.
1. Plantenn drez.
Diouzh bez Tristan e tifluke un drezenn a strinke he skourroù da wriziennañ e bez Izold.
&
Drezenn daoubennek : drezenn he deus gwriziennet e daou lec'h disheñvel a-hed he garenn.
An drezenn daoubennek a ra lamm d'ar glaourenneg.
2. Gwialenn drez.
Lakaomp war e benn un drezenn a ve rodellet krenn en e gern.
&
Trl. kv.
Bezañ moan evel an drezenn : moan-tre.
&
Trl. skeud.
Stagañ drezenn : abegiñ.
3. Dre ast.
Garzh, anezhi drez, spern-gwenn pe lugustr.
Mont da guzhat a-drek drezenn foñs al liorzh. An drezenn n'eo ket troc'het plaen.
II. Dre heveleb.
1. Drezenn vras : livenn gein ar pesked.
HS. draen.
2. Rod dantek ha ne c'hall treiñ nemet war un tu abalamour d'ur c'hil.
Evit treiñ ar pole koad ez eus en ur penn un drezenn pe ur rod dantek hag ur c'hi warni.
&
Rod-drezenn : ar rod-mañ end-eeun.
Lemel ki ar rod-drezenn.
3. Pezh metal dantek a implijer evit lakaat udb. e-skourr, en uhelder dibabet a-uc'h an tan, er siminalioù.
A-us an tan un drezenn vras a ziskrogne he dent. Lost ar billig zo war an drezenn.
&
Drezenn-bod, bazh drezenn : ar pezh metal-se end-eeun.
4. Barvenn ur lavnenn zo bet breolimet re danav e doare ma teu da vout hebleg ha diblaen pe zantek.
Daveenn :
GReg
pg cremaillon (ou crémillon, petit morceau de cremaillere qu'on attache à la grande)
drezennoù vihan
drezennou vihan
1732
Daveenn :
GReg
pg cremaillon (ou crémillon, petit morceau de cremaillere qu'on attache à la grande)
N'hellan ket sevel an drezenn.
N'hellann két sével ann drézen.
1850
Daveenn :
GON.II
pg drézen, dreizen (Je ne puis pas lever la crémaillère).
drezenn
dreizen
1850
Daveenn :
GON.II
pg dreizen, drézen (Ronce, arbuste épineux. C'est aussi une crémaillère, instrument de cuisine. De plus, la grosse et principale arête d'un poisson).
drezenn
drézen
1850
Daveenn :
GON.II
pg dreizen ou drézen (Ronce, arbuste épineux. C'est aussi une crémaillère, instrument de cuisine. De plus, la grosse et principale arête d'un poisson), pg drézék, drézennek
drezenn
drézenn
1850
Daveenn :
GON.II
pg pg drézék, drézennek
drezennoù
drézennou
1850
Daveenn :
GON.II
pg dreizen ou drézen (Ronce, arbuste épineux. C'est aussi une crémaillère, instrument de cuisine. De plus, la grosse et principale arête d'un poisson. Pl.)