I.
1. Gwir (d'ober udb.).
&
Trl.
Bezañ droed d'ober udb. : na vezañ difennet e ober. N'eus ket droed d'ober trouz. Kaout (an) droed d'ober udb. : bezañ aotreet d'e ober. Ne'c'h eus ket droed da gas da wele ganit. An Iliz he deus an droed d'e ober.
&
Na gaout droed, a zroed d'ober udb. : na vezañ aotreet d'e ober.
Ne'c'h eus ket a zroed da gaout anezhi da wreg. N'o deus ket droed da gemer dour er puñs boutin.
HS. urzh.
2. (en e furm lies prl.)
Pezh eur aotreet da gaout, da c'houlenn.
Droedoù o deus d'he madoù.
&
Droedoù a goshañ : gwir zo d'ar bugel henañ da gemer eus ar susit ul lodenn vrasoc'h eget hini ar vugale all.
Me a werzh deoc'h ma droedoù a goshañ.
DHS. brient.
3. Aotre.
&
Trl.
Na c'houlenn na droed na koñje evit ober udb. : na c'houlenn aotre d'e ober.
Ne c'houlenno na droed na koñje gant he zad evit mont d'an dañs.
DHS. asant.
HS. renk, urzh.
II. Taos, tailhoù.
Serriñ droedoù ar Roue. Droedoù da baeañ.
DHS. gwir, tell.