Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. Dont da vezañ drusoc'h. Drusaat a ra an ed. 2. Dre heveleb. Dont da vezañ glepoc'h. Drusaat a ra ar geot. 3. (db. ar parkeier, ar gounezadoù) Dont da vezañ strujusoc'h. Gwelet ar parkad o trusaat. 4. (db. ar c'houmoul) Dont da vezañ stankoc'h. Drusaat a ra ar c'hoabr. & (db. an amzer) Dont da vezañ goloet. Drusaat a ra an amzer. II. V.k.e. 1. (db. an douar) Lakaat da vezañ strujusoc'h. An teil zo mat evit drusaat an douar. Ar melchon a zrusa an douar. DHS. druzañ, strujañ. 2. Lakaat da vezañ drusoc'h. 3. Fonnusaat. Gallet e vefe drusaat ar predoù. Un tamm kig da zrusaat ar bara.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

drusaat

1732
Daveenn : GReg pg fertiliser

drusaat an douaroù

1732
Daveenn : GReg pg engraisser (les terres)

teiliñ, druziñ, drusaat, an doaroù

1732
Daveenn : GReg pg engraisser (les terres)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial