1. Danvezenn zu laosket gant ar moged war an traoù pa zev fall danvezennoù zo.
Un tammig duad pillig. Duad podoù.
&
Trl. skeud.
Gwerzhañ duad da ub. : e douellañ.
2. Huzil.
Ouzh an treustoù diabarzh e veze duad gant moged an oaled.
3. Gwechall.
[1931] Tamm lien devet a lakaet en ur voest hag a dalveze da danañ udb. gant un direnn.
Hag en skuilhañ ur meudad bruzun duad. Lakait duad en ho korned.
&
Korn duad, boest duad : boest ma kenkled an tamm lien devet-se. Hag en tennañ eus e c'hodell e voestad duad.
DHS. tont.
4. Danvezenn a dalvez da zuaat udb.
&
[1732] Liv du.
Duad moulloù.
5. Tarch saotr du war an dilhad pe ar c'hroc'hen.
6. Liñvenn zu a vez strinket en dour gant loened zo eus kevredad ar Cephalopodae evit kuzhat o zec'h.
Duad morgad.
7. GOUNEZ.
Kleñved zo degaset gant foue hag a zistruj vierezoù ar gwinizhennoù pa ziwanont.
Kollet hor gwinizh gant an duad.