I.
H.g.
1. ISTOR
[1499, 1659, 1732, 1850, 1867, 1927] Labour korf a oa dleet gant ur c'houer d'e aotrou.
[1867] Ha den ker paour hag eñ a harp e droad er bed ? / Alies hep tamm bara, hep liard bemdez-c'houloù, / E wreg, e vugale, soudarded ha gwiroù, / Kredourien hag aner / A ra d'ar reuzeudig koll e benn, en ur ger.
Devezhioù aner. Er sizhun-mañ ez aimp d'ober hon devezhioù aner. Warc'hoazh ez aimp d'an aner. Ober aner war an hentoù.
2. Diw. vousgoap, dre eilp.
[1927, 2015] Labour aner : labour n'en deus ket kalz a dalvoudegezh.
[2015] Skritelloù o luiñ ar gazetennerion, ha muntr ebet evit tec'hout diouzhomp an aner-se ? Pebezh droukchañs !
&
Trl.
Ober aner : labourat nebeut.
Labourat start a rit, gwelet a ran n'emaoc'h ket oc'h ober aner.
3. Tr. adv.
[1850, 1877, 1909, 1927, 1960, 1973, 1985, 2015] En aner : hep vad ebet, evit netra.
[1850] En aner eo e komzit outañ.
[1877] Ne reer ket en aner goap eus ar sent hag eus an traoù santel.
[1909] N'eo ket en aner. [1960] Met en aner : graet 'n deus kazeg / Goude bezañ furchet dre-holl. [1973] Mignoned ho poa pedet. Prientet ho poa un nebeud lipouserezh. En aner hoc'h eus gortozet ho mignoned. Deuet ez eus tud all diwezhatoc'h, ha lipet ar meuzioù fin. Erfin e tegouezh ar reoù pedet. Ne oa mui nemet restachoù. Na kasaüs eo evidoc'h ! [1985] En aner eo em eus klasket gwelout begoù uhel Inizi Canarias war an tu dehou ; chom a reont kuzhet er vorenn ha dav e vo din gortoz ken an distro evit o damwelout.
[2015] A-greiz-holl e krog ar broud-kalon ennon rak soñjal a ran em eus me, da nebeutañ, un afer da gas war-raok, goude ma welan mat em bo darbar ganti, en aner marteze, met a vez atav war ma spered hag a bella diouzhin kudenn Katerina.
II.
G.
1. ISTOR
[1499, 1659, 1732, 1850, 1927] Labour korf a oa dleet gant ur c'houer d'e aotrou.
[1659, 1732, 1850, 1927] Aneroù.
[1732] Ober aneroù.
[1850] Kalz a anerioù a zlean.
&
Trl.
[1909] Na gaout un aner : kaout seurt ebet.
[1909] Ne'm eus ket un aner.
2. Dre ast.
Labour start.
Un aner eo pep tra.
Daveenn :
GON.II
pg aner (Corvée, journée de travail que les vassaux devaient au seigneur du pays)
Kalz a anerioù a zlean.
Kalz a anériou a zléann.
1850
Daveenn :
GON.II
pg aner (Je dois beaucoup de corvées.)
aner
enn-aner
1850
Daveenn :
GON.II
pg enn-aner (Inutilement. Vainement. En vain.)
En aner eo e komzit outañ.
Enn-aner eo é komzid out-hañ.
1850
Daveenn :
GON.II
pg enn-aner (C'est en vain que vous lui parlez.)
anerioù
aneriou
1850
Daveenn :
GON.II
pg aner (Corvée, journée de travail que les vassaux devaient au seigneur du pays, p.)
Ha den ker paour hag eñ a harp e droad er bed ? / Alies hep tamm bara, hep liard bemdez-c'houloù, / E c'hwreg, e vugale, soudarded ha gwiroù, / Kredourien hag aner / A ra d'ar reuzeudig koll e benn, en ur ger.
Ha den ker paour hag hen a harp he droad er bed ? / Aliez hep tamm bara, hep liard bemdez-c'houlou, / He c'hrek, he vugale, soudarded ha gwirou, / Kredourien hag aner / A ra d'ar reuzeudik koll he benn, enn eur ger.
1867
Daveenn :
MGK
p68
Lod all a lavar ne c’hellas ket dont a-benn da ober holen hervez e vennozh, hag en doa en aner dispignet forzh gwenneien.
Lod-all a lavar ne c’hellaz ket dont a-benn da ober holenn hervez he vennoz, hag en doa enn aner dispignet forz guenneien.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.241
Ne reer ket en aner goap eus ar sent hag eus an traoù santel.
Ne reer ket enn aner goap euz ar zent hag euz an traou santel.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.33
Meur a wech, an Aotrou Gall, person Plouenan, e barrez, en doa her gourdrouzet. Meur a wech e oa bet en e di oc’h her c’hlask da vont, evel pep kristen mat, da gofes ha da ober e bask ; mes en aner e komze ; ar c’here ne rae van, kenderc’hel a rae e vuhez fall ha direizh.
Meur a veach, an Aoutrou Gall, persoun Plouenan, he barrez, en doa her gourdrouzet. Meur a veach oa bet enn he di oc’h her c’hlask da vont, evel pep kristen mad, da gofez ha da ober he bask ; mez enn aner e komze ; ar c’here ne rea van, kenderc’hel a rea he vuez fall ha direiz.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.148
Esa a ris he divarc’hañ en u[l] lakaat va dorn dehoù a-zindani ha va dorn kleiz d’an nec’h. En aner ec’h en em skuizhen, rak an nor a yoa kloz ha ne fiñve tamm ganen.
Esa a riz he divarc’ha en eur lakaat va dourn deou a-zindan-hi ha va dourn kleiz d’an neac’h. Enn aner ec’h en em skuizen, rak an or a ioa kloz ha ne finve tam ganen.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.120
Ne'm eus ket un aner.
N'em eus ket eun aner.
1909
Daveenn :
BROU
p202 (Je n'ai rien.)
N'eo ket en aner.
1909
Daveenn :
BROU
p202 (Ce n'est pas en vain.)
Adgwisket ganto o c’hrec’hen elerc’h e lamment er gwagennoù da adkregiñ en aner adarre gant o ergerzhadenn boanius er C’hornog.
Adgwisket ganto o c’hrec’hen elerc’h e lamment er gwagennou da adkrigi en aner adarre gand o ergerzadenn boanius er C’hornog.
1923
Daveenn :
SKET
p.115
labour aner
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg aner (travail inutile)
aner
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg aner (Corvée, prestation en nature, travail obligé)
anerioù
aneriou
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg aner (Corvée, prestation en nature, travail obligé, p.)
en aner
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg aner (en vain)
Met en aner : graet 'n deus kazeg / Goude bezañ furchet dre-holl.
Met en aner : grêt 'n deus kazek / Goude beza furchet dre holl.
1960
Daveenn :
PETO
p33
En aner e furchont en ti hag e tistroont d'ar porzh, drouk enno hag o sakreal.
En aner e furchont en ti hag e tistroont d'ar porz, droug enno hag o sakreal.
1960
Daveenn :
PETO
p66
Mignoned ho poa pedet. Prientet ho poa un nebeud lipouserezh. En aner hoc'h eus gortozet ho mignoned. Deuet ez eus tud all diwezhatoc'h, ha lipet ar meuzioù fin. Erfin e tegouezh ar reoù pedet. Ne oa mui nemet restachoù. Na kasaus eo evidoc'h !
1973
Daveenn :
HYZH
Niv. 88, p43, Anjela Duval
En aner eo em eus klasket gwelout begoù uhel Inizi Canarias war an tu dehou ; chom a reont kuzhet er vorenn ha dav e vo din gortoz ken an distro evit o damwelout.
1985
Daveenn :
DGBD
p15
A-greiz-holl e krog ar broud-kalon ennon rak soñjal a ran em eus me, da nebeutañ, un afer da gas war-raok, goude ma welan mat em bo darbar ganti, en aner marteze, met a vez atav war ma spered hag a bella diouzhin kudenn Katerina.
2015
Daveenn :
EHPEA
p104
Skritelloù o luiñ ar gazetennerion, ha muntr ebet evit tec'hout diouzhomp an aner-se? Pebezh droukchañs!
2015
Daveenn :
EHPEA
p20
Notennoù studi
Strishaet kalz eo ster "aner" e-kerzh an XXvet kantved. Ma'h eo testeniakaet talvoudegezh al labour dre heg e penn-kentañ ar c'hantved c'hoazh, e chom anavezet en droienn "en aner" dreist-holl war-lerc'h kreiz ar c'hantved. An implij-se zo bet renablet diwezhat a-walc'h e istor ar brezhoneg, e 1850, gant ar Gonideg.