Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Anv pevare miz ar bloaz, ennañ tregont deiz. Deuet eo Ebrel, gant amzer dous ha klouar. & (goude ar ger miz) Ar miz-se. D'ar 16 a viz Ebrel. E miz Ebrel. [1878] Merzheriet eo bet, war leurgêr Brest, d’ar Yaou-Gamblit, 17 a viz Ebrel, er bloaz 1794. [1954] Krak-ha-berr ’vat e voe graet ar stal ganimp-hon-daou, rak dija an dri warn-ugent a viz Ebrel e kinnigas din ur pikol torkad bleunioù brug ha balan kutuilhet ganti war ar maez, ha diwar neuze eo deut an deiz-se da vezañ war an dro deiz-ha-bloaz va donedigezh er bed, hini hon dimez, ha kerkoulz-all hini hon eured, rak a-benn bloaz, devezh ha devezh, e voemp eurejet en Iliz sant Loeiz ar C’hallaoued e Moskov. EVEZH. : ne lakaer ger-mell ebet dirak Ebrel, na dirak miz Ebrel kennebeut prl.

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

Ebrel

1499
Daveenn : LVBCA p67 (apurill)

Ebrel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Auril

Imbrel

1732
Daveenn : GReg pg avril (quatrième mois de l'année)

miz Imbrel

1732
Daveenn : GReg pg avril (quatrième mois de l'année)

Ebrel

1732
Daveenn : GReg pg avril (quatrième mois de l'année)

Ebrel

1732
Daveenn : GReg pg avril (quatrième mois de l'année)

miz ebrel

1732
Daveenn : GReg pg avril (quatrième mois de l'année)

miz ebrel

1732
Daveenn : GReg pg avril (quatrième mois de l'année)

Imbrel

1732
Daveenn : GReg pg avril (quatrième mois de l'année)

Ebrel

1850
Daveenn : GON.II pg ébrel (Avril, le quatrième mois de l'année), imbrel

Imbrel

1850
Daveenn : GON.II pg imbrel (voyez "ébrel"), pg ébrel (En Vannes, on prononce "imbrel").

miz Ebrel

1850
Daveenn : GON.II pg ébrel (le mois d'avril).

kal-Ebrel

1850
Daveenn : GON.II pg kâl ou kala (ébrel), (premier avril).

Merzheriet eo bet, war leurgêr Brest, d’ar Yaou-Gamblit, 17 a viz Ebrel, er bloaz 1794.

1878
Daveenn : EKG.II p.234

Kas ur goulenn dre skrid d'an Arouezvarzh, war-benn an deiz kentañ a viz Ebrel.

1909
Daveenn : REZI p. 12

Gant miz Ebrel e teuas an amzer vat, hag, ur sadornvezh, Bilzig ac’h eas da Vontroulez.

1925
Daveenn : BILZ2 p.180

Ebrel

1931
Daveenn : VALL pg avril

kog-Ebrel

1931
Daveenn : VALL pg (poisson d')avril

miz ebrel

1931
Daveenn : VALL pg avril

pesk-Ebrel

1931
Daveenn : VALL pg avril

kala-Ebrel

1931
Daveenn : VALL pg (le premier d') avril

Krak-ha-berr ’vat e voe graet ar stal ganimp-hon-daou, rak dija an dri warn-ugent a viz Ebrel e kinnigas din ur pikol torkad bleunioù brug ha balan kutuilhet ganti war ar maez, ha diwar neuze eo deut an deiz-se da vezañ war an dro deiz-ha-bloaz va donedigezh er bed, hini hon dimez, ha kerkoulz-all hini hon eured, rak a-benn bloaz, devezh ha devezh, e voemp eurejet en Iliz sant Loeiz ar C’hallaoued e Moskov.

1954
Daveenn : VAZA p.181

Ha n’am boa ket amzer da goll ! Tostaat a rae gouel Sant-Jozeb, patrom Priel, an naontek a viz Meurzh, hag a-benn ur miz am boa da vezañ e Moskov, ma felle din bezañ eureujet an deiz divizet gant va gwreg, da lavarout eo, an dri-warn-ugent a viz Ebrel.

1955
Daveenn : VBRU p.4-5

Ne chomis nemet pemp miz el lec'h-se koulskoude, rak war-dro miz Ebrel e tremenas dre eno un den hag am boa bet digarez da welout eno ur wech bennak c'hoazh, rak un dastumad fosilenned dezhañ a oa du-hont.

1985
Daveenn : DGBD p5

Stalafioù-ruilh ar bankoù hag ar stalioù a zo diskennet, an hent a zo didud hag an arvest a lak ac'hanon da soñjal en 21 a viz Ebrel (Taol Stad ar goronaled, e 1967), hep an tankoù.

2015
Daveenn : EHPEA p.32

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg