1. (db. an dud hag al loened)
[1850, 1904] Kousk-aez a vez graet pa vez tomm an amzer en ul lec'h klouaroc'h.
[1904] Gober añc'hoe.
Àr-lerc'h ar pred ez aen d'ober ec'hoaz evel ar re arall. N'eo ket ar mare d'ober ec'hoaz.
&
Hun-ec'hoaz : kousk-aez.
Mont d'ober un hun-ec'hoaz.
2. Dre ast.
[1850] Lec'h disheol pe klouar ma tiskuizher, lec'h ma'z eer d'ober ur c'housk-aez pa vez tomm an amzer.
Kas ar saout d'an ec'hoaz.
3. Dre ast.
[1904] Mare kreiz an deiz.
Ur vadeziant zo bet en ec'hoaz-mañ.
&
[1904] Kent ec'hoaz : beurevezh.
[1904] Kent añc'hoe.
4. A-WECHOÙ, dre ast.
Ehan.
Ar flammoù hon losk hep ec'hoaz.