Labourat zo pediñ Skuizh goude ho tervezh, goude palat, mediñ; Goude c'hweziñ, kaout riv evit gounit bara D'ho tad, d'ho mamm, d'ho kwreg, d'ar re all ne reont tra, A-raok mont da gousket, o vont en ho kwele, Da Zoue lavarit, tieg, eus a-greiz hoc'h ene : -Ma'm beus pec'het, Aotrou, war an douar digoret Diouzh va zal, e-doug an deiz, dour-c'hwez zo diveret. Evit va holl fazioù, kemerit va c'hwezenn.
E-doug an deiz e talc’hjont da strivata ha, d’an abardaez-noz, og ha divi, en em lezjont da vonet.
- A ! Mard eo evel-se eo emañ an traoù, Yann ! Me ne gredan ket e ve gwir pater kement tra a leverer din ; trawalc'h em eus da ober o krediñ ar pezh a welan ! - Na me, kennebeut all, keneil, ne gredan ket holl an traoù [sic], pell ac'hano ! Evelato, un tammig bihan e kredan hag e tiskredan war an traoù a leverer din. E-doug ar wech on bet evel-se hag, hep mar, e chomin er c'hiz-se betek va eur diwezhañ !
Tennañ a ra an aberioù-se d'hon aberioù-ni ha d'ar fiordoù war un dro, peogwir ez int bet dalc'het un tammig gant ar skorn e-doug ar Pevarhoalad.
Diouzhtu goude lein, e oa aet an daou vignon d'ober un dro : n'oant ket evit en em ober diouzh ar c'housk-ae [sic], boaz ar vro e-doug eurioù tommañ an deiz.
Ar manati, tamolodet e traoñ ar pikernoù moal, a chome anezhañ dismantroù e iliz hag e gloastr, bet freuzhet [sic, freuzet] e-doug ar brezelioù evit Don Carlos.
Kregiñ a ra da ren buhez sioul al lestr, a vo va hini e-doug pemzek devezh all c'hoazh.
E-doug e bennadoù-ged diouzh an noz e oa bet boazet a-werso ouzh ar santad iskis krouet gant kammedoù un den, hag eñ pell mat c'hoazh, o tasseniñ trumm ha fraezh e sourrad divent ar gêr hag ar voudinell.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ed-Turki