Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. 1. Disoc'h, heuliad un ober, un obererezh bennak. E c'hourdrouzoù ne reont efed ebet. 2. (db. an danvezennoù prl.) Perzh. Mat eo efed al louzoù-mañ. 3. Skiantoù Gwered. II. H.g. 1. Obererezh, darvoud. Na lazhi den ebet nag a galon nag a efed. 2. Trl. Ober efed da ub. : e fromañ. Efed en deus graet din ho kwelet.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

Rezon arall a lakaan a-fet / Da vout kordial lesanvet / Honnezh eo rak en hon metoù / E tle bout sertes dre rezon / Me gav e efed plantet don / A-feson en hon kalonoù.

1575
Daveenn : M. p36

4. Enor da dad, da vamm, hep bout fell. / Dre garantez sikour-i hag e vevi pell. 5. Muntrer ivez ne vezi ket / A volontez nag a efed. 6. Luksurius[,] mir na vezi / A efed nag a zezir mui.

1622
Daveenn : Do. p28

M. Peseurt efed a zeu ennomp-ni dre ar sakramant a vadiziant ? D. Difasañ a ra ar pec'hed orijinal pe gant hini e vezomp ganet hag en hor gra kristenien ha bugale da Zoue dre moaien ar gras pehini a goñfer ouzhomp.

1622
Daveenn : Do. p40

efed

1659
Daveenn : LDJM.1 pg effet

lakaat en efed

1659
Daveenn : LDJM.1 pg effet, obseruer

Luksurius, mir na vezi / En efed nag e youl mui.

1677
Daveenn : Do. p29

Da dad, da vamm a enori / Pell amzer evit ma vevi ; / Muntrer ivez na vezi ket / Dre volontez na dre efed.

1677
Daveenn : Do. p29

efed

1732
Daveenn : GReg pg effet

efejoù

1732
Daveenn : GReg pg effet, effet (biens, meubles, & actions des Negocians &c.)

efedoù

1732
Daveenn : GReg pg effet

gant efed

1732
Daveenn : GReg pg efficacement

get efed

1732
Daveenn : GReg pg efficacement

Ar c'hras a c'halle kaout he efed.

1732
Daveenn : GReg pg grace (La grace suffisante.)

gwirioù a zo en efed

1732
Daveenn : GReg pg actuel

dougen en efed ur re bennak da ober un dra

1732
Daveenn : GReg pg determiner (quelqu'un à faire une chose)

en efed

1732
Daveenn : GReg pg (à) dire (le vrai), effectivement, (de) fait (en effet)

hag en efed

1732
Daveenn : GReg pg (et de) fait

lakaat en efed

1732
Daveenn : GReg pg effectuer

lakaat en efed

1732
Daveenn : GReg pg effectuer

Ar c'hras he deus he efed.

1732
Daveenn : GReg pg grace (La grace efficace.)

Hervez spesialisted 'zo e vije bet ret d'ar skinoberiantiz bezañ mil gwech kreñvoc'h evit kaout un efed bennak war d"thyroïde" ar vugale.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

C'hoariit an dro d'an absidenn hag e weloc'h an efed diwar an aozadur-se : ar chapelioù, e-lec'h bezañ pep a egorenn damgloz warni hec'h-unan a zo digor bras war an hent-tro, dizisparti, ha n'int netra nemet kleuzennoù ampl a ra d'ar voger diavaez gwagenniñ

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 10

Ne soñj ket din, pa weler ar pres a zo war an dachenn sokial pe war hini an endro, pa vez santet efedoù drastus sistem frankizour ar gevalaouriezh nevez.

2015
Daveenn : DISENT p15

Lakaat grizilhonoù dezhañ [da unan bennak] -ha pa vefe kentoc'h arouezius, rak dont a raio ar boliserien da zigabestrañ anezhañ- a c'hall spontañ anezhañ, lakaat ar jeu da vezañ tenn ha degas efedoù fall.

2015
Daveenn : DISENT p63

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial