Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Fulor. Diskouez egar. 2. Trl. Mont en egar : egariñ. Mont a reas en egar ouzh ar gwardoù. Mont en egar diwar-benn nebeut a dra. & Dre verr., trl. En egar : fuloret. Un den en egar zo heñvel ouzh un den dall. II. Dre ast. (dirak un ak., un av. pe ur v.) C'hoant kreñv ha direizh. Dont a ra an egar labourat da vezan noazus pa vez re a youl. An egar pinvidigezhioù. & Egar gounit, kaout : c'hoant direizh da c'hounit arc'hant, da binvidikaat na pa vefe diwar-goust ar re all. & [2015] Egar sevel : c'hoant bras da vezañ brudet, galloudus hag erruet mat er gevredigezh. [2015] N'eus anv ebet e vefes anvet war well paz eus re all gant un egar sevel kreñvoc'h. HS. kounnar.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Ne gave [ar gwaz] netra vat, netra 'vel ma oa ret ; / Gant ar yer e c'hluded, diwezhat e saved ; / Bremañ gwenn, goude du, kant ha kant tra ouzhpenn ; / An dud ya en egar, an ozhac'h ha skañvbenn.

1867
Daveenn : MGK p75

en egar-naet emañ

1909
Daveenn : BROU p. 232 (il est fort en colère)

Ha me en egar en abeg d'am ankounac'haenn.

1985
Daveenn : DGBD p57

Ar pep gwirheñvelañ eo e vo kaoz eus ar pevar emlazh, gant ar c'hlañgirri, ar maouezed o ouelañ war ar straed, ar gelaouaerion, an tabutoù er prenestr, ha, pakedet-mat evit an dibenn-pred: egar-inkizitañ ar ginnigerion, dezrannoù armerzhel ha bredoniel an arbennigourion.

2015
Daveenn : EHPEA p28

N'eus anv ebet e vefes anvet war well paz eus re all gant un egar sevel kreñvoc'h. Ha Gikas zo bet tanav e skouarn atav evit ar re-se.

2015
Daveenn : EHPEA p68

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial