Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Str. 1. Strilhoù dour a zeu er-maez eus ar c'hondon. Dour eien. & Trl. skeud. Bezañ uhel an eien en ub., bezañ uhel an dour en eien ub. : bezañ prim da fuloriñ. Uhel eo an eien ennañ. Uhel eo an dour en e eien. DHS. andon, feunteun, mammenn, stivell. 2. Lec'h ma teu dour er-maez eus an douar. DHS. feunteun, stivell. HS. andon. II. B. Andon. Dour ar puñsoù hag an eienoù. An eien vurzhudus a souber enni ar glañvourien. DHS. stivell. HS. feunteun, mammenn.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

eien

1850
Daveenn : GON.II pg agen, aiénen

eien

1850
Daveenn : GON.II pg aiénen (Source d'eau-vive qui sort de terre. Fontaine. Pl.)

eien

1850
Daveenn : GON.II pg aiénen (Source d'eau-vive qui sort de terre. Fontaine. Pl.)

Rak, eus an tantad-meur-se, evel eus moell ur rod nav-skinek, en em vannas neuze dre holl zouar Manos an nav fennvennozh : frouezhusted douar, yec’hed chatal, kreñvder gwazed, kened merc’hed, paoted vugale, hinon amzer, distan glav, puilhded eien, gwrez heol.

1923
Daveenn : SKET p.57

"eien" ano-stroll

1924
Daveenn : SKET.II p.126 « Geriadurig », "Source".

Notennoù studi

E pennad "aiénen"/"eiénen" e c'heriadur e ouzhpennas ar Gonideg en doa lennet ar stumm "agen" ivez.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial