Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
57
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Lakaat eil penn udb. e-lec'h egile, lakaat udb. war an tu gin. Eilpennet e voe ar vagig gant un tarzh-mor. 2. Lakaat (udb.) war e gostez, war an tu fall, diskar ub., udb. Skeiñ e kostez ur soudard hag e eilpennañ. Eilpennañ ur garrigell. DHS. tumpañ. 3. Lakaat daou dra an eil e-lec'h egile. Ar pennadoù pemp ha c'hwec'h zo bet eilpennet. 4. Lakaat udb. en dizurzh, lakaat dizurzh en udb. Eilpennañ bezioù ur vered. Eilpennañ a rejont skouadrennoù ar Romaned. 5. Dre skeud. Lakaat an dizurzh en ul lec'h bnk., en udb. Eilpennañ ar bed. Ne ouie ket petra ober : mirout an traoù er stad ma oant pe eilpennañ kement a oa.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

eilpennañ

1924
Daveenn : SKET.II p.126 « Geriadurig », "Culbuter".

D’an daoulamm-ruz ez eas dezho ar moc’h-gouez ouzh o eilpennañ hag o zoullgofañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.53

eilpennañ

1931
Daveenn : VALL pg bouleverser

eilpenniñ

1931
Daveenn : VALL pg (mettre) bout (pour bout)

E-pad ar c'hendalc'h e voe savet komplidi etre ar vrogarourien da eilpennañ an divroidi ha da reiñ lamm d'ar Frañsizien.

1944
Daveenn : EURW.1 p.158

Mat da c'hoût eo an neventi / Rak al louarn 'ranko sentiñ / Hep mui gortoz e vo tennet / Eus e repu hag eilpennet.

1960
Daveenn : PETO p29

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial