Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1927, 1949, 2015, 2016] Strafuilh an hini zo dic'houest da chom kousket pe an hini a zihun da noz abalamour m'eo ankeniet. [1927] Anhun. [1949] Ha kousket eo en-dro ? Pe en anhun, ha sorc'hennet ?... [2015] [...] o klask atav skarzhañ an anhun eus ma empenn evit lakaat anezhañ da dreiñ plaen. [2016] [...] abaoe bloavezhioù e ouzon stourm ouzh an anhun gant skoazell geriadur Dimitrakos ha dilezel anezhañ a vije ur seurt trubarderezh. HS. digousk.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

anhun

1927
Daveenn : GERI.Ern pg anhun

anhun

1931
Daveenn : VALL Rakskrid pXXVIII (insommie - moyen breton, conservé en Vannes-)

Ha kousket eo en-dro ? Pe en anhun, ha sorc'hennet ?...

1949
Daveenn : SIZH p.51

Da welet 'm eus oc'h ispilhañ ouzh da vantilh / Jenoflennoù voulouz, / Gant ur spilhenn he fenn ruz-gwad, / Hag, em eurioù anhun, / Giz tantadoù en noz, / M' o gwelas o leskiñ ez plev.

1949
Daveenn : SIZH p.55

Emaon o paouez peurevañ kentañ bane kafe micherel an devezh hag o klask atav skarzhañ an anhun eus ma empenn evit lakaat anezhañ da dreiñ plaen.

2015
Daveenn : EHPEA p203

abaoe bloavezhioù e ouzon stourm ouzh an anhun gant skoazell geriadur Dimitrakos ha dilezel anezhañ a vije ur seurt trubarderezh

2016
Daveenn : BARDF p. 178

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial