I.
A. Ag. pet.
Anv-gwan a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver eizh.
An eizhvet devezh. An eizhvet rann.
B. Rag. pet.
1. Raganv a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver eizh.
2. Tr. adv.
D'an eizhvet, da eizhvet : er renk a glot gant an niver eizh, hervez un urzh bnk.
II.
Termen a dalvez da aroueziñ sifr an unanennoù en niveroù petvediñ.
Hon tadoù santel Pius pempet e anv ha Gregorius trizekvet, o deus pep hini anezhe roet kant vloaz ha kant daou-ugent deiz a induljansoù da gement a asisto en Katekismoù hag en Doktrin ar Gristenien, koñfirmet bet gant an Tad santel Klemañ eizhvet a anv
Hon tadou santel Pius pempet é hanno ha Gregorius trizecuet, ho deues pep heny àneze roet quant bloaz ha quant daou-uguent dez à indulgançou da quement à assisto en Catechismou hac en Doctrin an Christenyen, confirmet bet gand an Tat santell Clement eizuet à hano
1622
Daveenn :
Do.
p2
eizhvet
eizvet
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg huitiesme, huictaine
an eizhvet eus a un oñs
an eizvet eus a un onç
1732
Daveenn :
GReg
pg dragme (terme de Medecins)
Ar roue Charlez eizhvet en hanv a stagas Provañsa ouzh ar rouantelezh a Frañs er bloaz pevarzek-kant chwec'h ha pevar-ugent.
Ar roüe Charlès eizved èn hano a stagas Provançza ouc'h ar rouantélez à Françs, èr bloaz pévarzec cand, c'huec'h ha pévaruguent.
1732
Daveenn :
GReg
pg annexer (Le Roi Charles VIII. annexa la Provence à la Couronne, en 1486.)
Eost a zo an eizhvet miz eus ar bloaz.
Eôst a zô ann eizved mîz eûz ar bloaz.
1850
Daveenn :
GON.II
pg eizved (août est le huitième mois de l'année).
Eizhvet
Eizved
1850
Daveenn :
GON.II
pg eizved (huitième, la personne ou la chose qui vient après le nombre sept), p.25, livre premier, "huitième".
Difaziit Ha lennit e marvailh An div goulm (seitekvet eneben), an teir werz : c'hwec'hvet, seizhvet hag eizhvet, evel m'emañ int amañ…
Difaziit Ha lennit e marvaill Ann diou goulm (seitekved eneben), ann teir werz : c'houeac'hved, seisved hag eisved, evel m'ema int ama…
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid XIV
D’an eizhvet deiz diouzh ar beure, ec’h ehanas ar marc’h en ur c’hornad-bro etre daou vor, sklêrijennet gant an heol-sav.
D’an eizvet deiz diouz ar beure, ec’h ehanas ar marc’h en eur c’hornad-bro etre daou vor, sklerijennet gand an heol-sav.
1923
Daveenn :
SKET
p.119-120
Deskiñ mat ha buan a raen ; e diwezh ma eizhvet em boa an « excellence » hag er bloavezhioù goude e talc'his atav ar renk kentañ pe an eil.
Deski mat ha buan a raen ; e diwez ma eizvet, em boa an « excellence », hag er bloaveziou goude, e talc'his atao ar renk kenta pe an eil.
1944
Daveenn :
EURW.1
p39
Hiniennoù a oa er seizvet klas ; Aogust ar Roc'h ha me a groge dre ar bazenn izelañ, dre an eizhvet klas.
Hiniennou a oa er seizvet klas ; Aogust ar Roc'h ha me a groge dre ar bazenn izela, dre an eizvet klas.