Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1499, 1576] Ger a implijer da c'heriañ ar pezh emeur o paouez lavaret en ur mod disheñvel a-benn resisaat. "Iechyd da" eleze "yec'hed mat" e brezhoneg. Gwelet em eus ma gwreg kleiz eleze gwreg Yann. HS. da lavaret eo

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

du eleze miz Du

1499
Daveenn : LVBCA p66, 69, 146 (nouembre)

eleze

1499
Daveenn : LVBCA p69 (c-est assauoir)

Pe ivez ar ger-mañ Katell a dalv kement da lavaret evel 'catenula' eleze ur chadennig rak homañ dre euvroù mat pe dre hini ez eo pignet bede an neñv pehini chadenn pe skeul he deveus peder bazenn.

1576
Daveenn : Cath p3

[«]Da em varvailh war an ornamantoù an neñv eleze an heol, an loar, an stered[!»]

1576
Daveenn : Cath p7

35. Darn a ra douet pe hi a voe merzheriet gant Maksentian pe gant Maksimian rak [an] tri a uzurpe neuze an impalaerded, eleze : Kustantin peheni dre suksesion paternel en devoe kontinuet an impalaerded ha Maksentius mab da Vaksimian peheni a voe graetanvet gant ar Romaned « augustus », ha Maksimian a voe anvet « sezar » gant ar re diouzh [an] Oriant[.]

1576
Daveenn : Cath p26-27

Ur wech degouezhet war-hed mouezh an eil diouzh egile -eleze dres dindan daoulagad ar vatezh-, an hini koshañ a gevarc'has egile hag a yeas davetañ gant kourtezi.

2012
Daveenn : DJHMH p36

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial