Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Stourm feuls – armet prl. - etre meur a enebour evit tagañ ub., evit en em zifenn ouzh ub. Gelver d'an emgann. Mont d'an emgann. Digeriñ a ra an emgann. Bezañ lazhet en emgann. Bezañ trec'h en emgann. Bezañ trec'het, faezhet en emgann. Un emgann trec'h, un emgann koll. Un emgann war vor. & (impl. hep gm.) Emgann a voe, a c'hoarvezas etrezo. & Emgann-daou : etre daou enebour. & Tachenn emgann : lec'h an emgann. HS. kann, krogad.

Skouerioù istorel : 
40
Kuzhat roll ar skouerioù

un en emgann

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (vn en) em can

emgann

1659
Daveenn : LDJM.1 pg baterie

emgannoù

1732
Daveenn : GReg pg dispute (baterie)

emgann

1732
Daveenn : GReg pg baterie (action de ceux qui se batent)

emgannoù

1732
Daveenn : GReg pg baterie (action de ceux qui se batent)

un emgann dinatur a zo bet

1732
Daveenn : GReg pg (il y a eu une cruelle) baterie

emgann etre daou zen

1732
Daveenn : GReg pg combat (singulier)

emgann

1732
Daveenn : GReg pg combat (batterie), dispute (baterie)

imgann

1732
Daveenn : GReg pg combat

imgannoù

1732
Daveenn : GReg pg combat

n'eo ket amañ eo en em roet an emgann bras

1850
Daveenn : GON.II pg emgann

emgann

1850
Daveenn : GON.II.HV pg emlaz

emgann

1850
Daveenn : GON.II pg emgann, stourm

emgannoù

1850
Daveenn : GON.II pg emgann

un emgann a zo bet e-kreiz ar marc'had

1850
Daveenn : GON.II pg emgann

Ma n'am c'hredit, it d'ar garnel, / It da sellet, goude 'n emgann, / Er maez-ar-stourm, ar prad ledan.

1867
Daveenn : MGK p68

Emgann Kergidu ha traoù all c'hoarvezet e Breizh-Izel e-pad dispac'h 1793 gant Lan Inisan, beleg e kelenndi Gwengamp

1877
Daveenn : EKG.I. Kentañ pajenn

Edomp er gwashañ eus an emgann ; digouezhet e oa neuze war an dachenn, ar Prad gant e soudarded hag e ganolioù ; dallet e vezemp gant ar bouledoù o kouezhañ warnomp ; kouezhañ a rae an dud d’an douar n’oa ket dioc’h kont.

1877
Daveenn : EKG.I. p.299

An neb n'eo ket bet en emgann ne c’hello biken kompren petra eo an den paour e-kreiz an tan, war an dachenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.287

E meur a emgann on bet abaoe, koulskoude ar soñj eus a emgann Kastell eo a zo chomet donañ em c’halon, marteze abalamour ma’z oa hennezh va emgann kentañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.271

Kreñvoc’h e oant war an dibriñ hag an evañ, eget n’oant war an emgann.

1878
Daveenn : EKG.II p.142

— Aonik, paotred Breizh-Izel ? Ken aonik ma n’o deus aon rak netra, ha ma’z eont d’an emgann ha d’ar marv kel laouen ha ma’z aemp-ni da evañ ur picherad chistr p’edomp er gêr.

1878
Daveenn : EKG.II p.127

un emgann

1909
Daveenn : BROU p. 210

En tu-hont d’ar Vinolandon, war ar [c'h]lann-hont eus ar mor Adria, em eus gweladennet an Hellas, e-lec’h e kresk ar gwez fiez ha lore ha ma vez enoret ar furnez ha pleustret ar ouiziegezh gant ar vroiz anezhi, tud kenedek o dremm, kreñv o izili, kadarn en emgann ha helavar er guzuliadeg.

1923
Daveenn : SKET p.13

Mizvezh ebet hep e vuntroù, e emgannoù, e lazhadegoù !

1923
Daveenn : SKET p.21

Neuze n’oa ket anv c’hoazh a laeradennoù, a beilhadegoù chatal, a skrapadennoù merc’hed, a emgannoù etre gwazed kenwad ha kenvro, a vrezelioù diwar orged, direizhvennad, droukyoul, gwallc’hoant d’an emvrud, d’ar preizh, d’ar pennoù troc’het, pa na glaske den en em uhelaat dreist ar re all.

1923
Daveenn : SKET p.68

Evelato, mard eo bet glac’haret ar Ouenn santel gant un niver eus he mibien vagol, eus he merc’hed kenedek o tiankañ hag o vont da goll dre ergerzhout an hentoù nevez, ur frealz e voe dezhi gwelout bagad gwenn ar re a gerzh difazi ha dilammoù, ar strollad galloudus hag oc’h en em neveziñ dalc'hmat eus ar baotred ha merc’hed kreñv, eus an eneoù kadarn a c’hourdrec’h en enkrezioù hag en emgannoù, a dreuz, gounidek, an aerva (maez-al-lazh), ha, d’an noz, a ziwestenn hag a zizibr o javed war glann ar mor-Bras.

1923
Daveenn : SKET p.80

Kemeret ganto penn o hent da c’houlou-deiz, hep paouez e varc’hekaont, hep laoskaat e tougont pouez an devezh, an tommder hag an emgannoù.

1923
Daveenn : SKET p.80

Dizaon, eeun, gwirion, leal, karantezus, azaouezus ouzh dremm-den ken ma n’houljent flemmañ ur c’har dezho pe ur c’heneil dre ober pe dre c’her, kehelus d’an doueed, doujus d’an anaon, leun a boell hag a veiz, oberiat, akuit en emgannoù, ampart el labourioù-peoc’h, evel-se ez oant pa lavaran !

1923
Daveenn : SKET p.121

Nemet, kerkent ha m’en em ziskouez ar speredoù dic’hlan, an erevent drouk hag an teuzioù orgedus, e skoont o armoù en ur strapadeg vras hag e taolont o garm-emgann, o youc’h-brezel.

1923
Daveenn : SKET p.115-116

Evurus ar boc’h da vont da vale bro, d’an emgann : rak n’oc’h ket hep goût, moarvat, penaos ar boc’h a zo brezeler, atav e gerniel gantañ bantet, prest da dourtañ amezeg, estren pe divroad.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.949 (Mae 1924)

Garv, emezi, an emgann hon eus ranket embreger evidout.

1924
Daveenn : SKET.II p.57

emgannoù aer

1931
Daveenn : VALL pg (combats) aérien(s)

emgann

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXIII, affaire (combat)

klav emgann

1931
Daveenn : VALL pg arme

kan emgann

1931
Daveenn : VALL pg bardit

galv d'an emgann

1931
Daveenn : VALL pg appel (aux armes)

Me ma-unan, e oa gourc'hemennet din sevel ur barzhoneg e brezhoneg a-zivout Emgann Hohenlinden, en Alamagn, ma oa 'n em c'holoet a c'hloar ar rujumant enni (1800).

1944
Daveenn : EURW.1 p.202

NAONTEKVET PENNAD An emgann etre ar marichal ha Satanaz

1944
Daveenn : ATST p.119

Hag a-vec'h ma welis an emgannoù a-raok bezañ tapet e roued an arme alaman, pevar devezh goude.

1985
Daveenn : DGBD p6

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial