Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kejadenn renket en a-raok etre daou zen pe ouzhpenn. Ul lec'h emgav. Emgavioù trouzus. 2. Dre ast. Lec'h emgav. Mont d'un emgav.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

An emgav a oa da vintin Ha dizale 'sono sklintin Kloc'hig an Ave Maria. N'eo ket souezh int diegus; Ar bedadenn 'zo ken hegus Ma ra dezho trevariañ.

1960
Daveenn : PETO p13

Kuitaat a c'hellis eta ar gêr-se en devezh goude va emgav diouzhtu.

1985
Daveenn : DGBD p29

Hogen stag-tre e oant ouzh ar pourmenadennoù-se, a oa evito barr o sizhun ; hag evit gallout o friziañ diouzh c'hoant ha tennañ anezho o gwalc'h a zudi, n'eo ket hepken dilezel emgavioù plijadurus a raent, hogen ober skouarn vouzar ivez da c'halv an aferioù.

2012
Daveenn : DJHMH p10

Chom a ran a-sav dirazi ha goulenn bezañ degemeret gant an aotrou rener. "Un emgav hoc'h eus?" a c'houlenn ouzhin, yen.

2015
Daveenn : EHPEA p40

Gwarezet o deus o zraoù, adaozet o deus o labour, dispartiet ar stourmerien ha sioulaet o fulor o kinnig un emgav dezhe.

2015
Daveenn : DISENT p78

Dalc'hmat e vezont [ar gazetennerien] o redek war-lerc'h emgavioù, otoioù da feurmiñ, pennadoù da rentañ e koulz, salioù da virout evit sevel o fennadoù, sujedoù liesseurt a rankont ober e-korf ar memes devezh peogwir e labouront war un dachenn strizh peotramant n'ez eus ket kalz a dud implijet gant o skridaozerezh, ha kement zo...

2015
Daveenn : DISENT p121

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial