Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Politik. Gwir d'ur vro (d'ur gumuniezh, d'ur gevredigezh) da verañ kement a sell outi gant he aozadurioù he-unan. Pal ar strollad eo gounit an emrenerezh evit Breizh. HS. frankiz.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

emrenerezh

1931
Daveenn : VALL pg autonomie

Pal ar C'huzul-meur a vezo labourat da c'hounit da gentañ digant Londrez, frankiz emrenerezh evit Iwerzhon, Skos, Manav, Kembre ha Kerne.

1944
Daveenn : EURW.1 p.186

Pa varvas Franco e krogas an "Transición democrática" e Bro-Spagn hag e voe dipitet-bras o welout ar strolladoù bras o treiñ a-du gant ur brizhstatud emrenerezh ha dilezel unvaniezh ar vro, hag e-keit-se e oa re vihan ha dizunvan strolladoù dizalc'hour an tu kleiz evit kas ar stourm war-raok.

2013
Daveenn : MEKAN p.15

Dispac'h Stonewall, kerzhadeg an holen, diskrog-labour mengleuzierien Liverpool, dispac'h bugale Soweto, prosez Bobigny evit an diforc'hañ pe hini Patrick Henry a-enep ar boan a varv, stourm al Larzac pe hini Plougoñ hag ar c'hreizennoù nukleel all harzet, Lip, kastelodennoù hag emrenerezh Buenos Aires, merc'hed Palestina gwisket e du ha follezed plasenn Vae, dispac'hoù demokratel ar reter pe hini ar Jenofl e Portugal, diskrog-labour an holl labourerien e miz Mae 68, harz-labour meur goañvezh 1995...

2015
Daveenn : DISENT p.11

Ofis publik ar brezhoneg