Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. [1954, 2012] Degemer (ur sammad arc'hant) da baeamant hag e lakaat er c'hef. [1954] Er mare-se e oa tad ur c’henskoliad unan eus pennoù bras ti-bank Peron e Lannuon, ha bep Merc’her, deiz ar marc’had, e teue da Landreger daou pe dri eus an Aotronez-se d’enkefiañ arc’hant, da gas en-dro pe da zegemer bilhedoù-paeañ, ha meur a dra all a selle ouzh o micher. & Enkefiañ ur chekenn. [2012] Chom a rin ganeoc'h ken ma tigoro ar bankoù hag ez enkefiin ar chekenn va-unan. & (en e furm av.) Urzh enkefiañ. HS. yalc'hañ. ES. ezkefiañ. EVEZH. : Distagañ a reer ar furm enkef (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['ẽŋkefj].

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Er mare-se e oa tad ur c’henskoliad unan eus pennoù-bras ti-bank Peron e Lannuon, ha bep Merc’her, deiz ar marc’had, e teue da Landreger daou pe dri eus an Aotronez-se d’enkefiañ arc’hant, da gas en-dro pe da zegemer bilhedoù-paeañ, ha meur a dra all a selle ouzh o micher.

1954
Daveenn : VAZA p.73

"Bezit dichal", emezañ, "chom a rin ganeoc'h ken ma tigoro ar bankoù hag ez enkefiin ar chekenn va-unan".

2012
Daveenn : DJHMH p.14

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial