Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Louc'h don lezet en udb. Enlouc'had ma zroad e lec'hid briell ar stêr. An Istor en deus lezet enlouc'hadoù war an anvioù-lec'h. & Enlouc'hadoù-biz : louc'hoù ar bizied. Mont a reas ar boliserien d'e di da gemer enlouc'hadoù-biz. 2. Dre skeud. Santadur pe soñj kentañ a zeu d'an den pa en emgav gant udb. Diwar an enlouc'had kentañ e plijas al lec'h dezhañ.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Enlouc’had troad un doue eo, emezo, ha doue ar brezel eo an doue-se.

1923
Daveenn : SKET p.47

"enlouc’had" g.

1923
Daveenn : SKET p.175, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "empreinte".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial