Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Lakaat (anv) ub. war roll izili ur strollad politikel, ur gevredigezh, h.a. Enrollañ izili nevez. & Ent strizh Enskrivañ anv ub. war rolloù an arme. Enrollañ soudarded. DHS. marilhañ. 2. Delc'her skeudennoù pe son war bladennoù, war lurelloù gwarellek, war filmoù pe skoroù all dre ober gant benvegoù azas. Enrollañ un abadenn skinwel war ur c'hasedig. Enrollañ ur bladenn. II. V.g. Lakaat e anv en ur gevredigezh bnk., en ur strollad tud bnk. & Ent strizh Mont da soudard a vicher. Enrollet en deus en arme. III. V. em. Rouez EN EM ENROLLAÑ : lakaat e anv en ur gevredigezh bnk., en ur strollad bnk.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

enrolliñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg enroller

arolliñ

1732
Daveenn : GReg pg engager (au service du Roi)

arollet

1732
Daveenn : GReg pg engager (au service du Roi)

em arolliñ

1732
Daveenn : GReg pg (s') engager (au service du roi)

Gwir eo ne anavezent ket ar mor, tud ar savanennoù e oant, ha dija pa oa bet Victor H. ouzh o enrollañ en o bro, ha pa rankjont goude treuziñ eus Akondjo, war ar Remboue, da Libreville, e oant bet gwall spontet en ur dreuziñ pleg-mor ar Gabon !

1985
Daveenn : DGBD p115

Enrollet eo bet ar gemennadenn war an hezougell.

2016
Daveenn : BARDF p. 60

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial