I.
A. V.k.e.
1. Degas koun eus ub., udb., evit e lidañ alies.
Eñvoriñ daou c'hant hanterkantvet deiz-ha-bloaz marv Pontkalleg.
2. Degas eñvor ub., udb. d'e soñj.
Eñvoriñ a reas al lili o vrañsellat goustadik. Eñvoret en deus hiziv un nebeud komzoù all distaget gant e vestr. Eñvoriñ a rae an deizioù a wechall.
3. Delc'her koun (eus udb.).
N'en doa ket kalz a draoù da eñvoriñ.
B. V.k.d.
EÑVORIÑ WAR UB., UDB. : soñjal en den-se, en dra-se.
Eñvoriñ a raen war kement-se pa glevis kammedoù en trepas.
II. V.g.
Strivañ a-benn kaout soñj eus ub., udb.
E spered a grogas da eñvoriñ.
HS. kounaat.