Ar re-se e voe kentañ tropelloù mab-den. Ha setu amañ a be loened e c’hoarveze tropelloù Selvanos, seizhvet mab Manos : ar c’hi-gouez (kû), ar bleiz (bledios), al louarn (lovernos), ar broc’h (brokkos), marc’h gouez ar c’hoadoù, an ejen-meur (uros), an ejen moueek (visontos), an ejen hirdal, ar c’harv (karvos), ar c’harv-meur (alkis), an demm (danios), ar yourc’h (iorkos), an arzh (artos), an tourc’h-gouez, ar c’havr (gabros), ar maout-tourc’h (multos), an avank, ar c’had, an alarc’h, ar waz, an houad, ar yar, ar c’hilhog-gouez, ar c’haran (garanoz), ar c’hwibon, ar vran (branos), an erer, ar gup, ar falc’hun, an naer (natir), ar vaot.
erered
erer
fri erer
A-zioc'h e benn, war an aspled, un erer aour, sanket gantañ e skilfoù en ur pikol boull aour, a bare e selloù diflach war dor ar maez.
Kent na tarzhas ar brezel eil-diwezhañ [eildiwezhañ] e oa war vegig pep tour er C’hremlin ur pikol erer daoubennek, met pell ’zo eo bet digludet alesont [aleshont] an evned alaouret-se hag adal ma stag da deñvalaat e lugern bremañ war an daouzek tour ken alies a steredenn ruz ha pep hini anezho brasoc’h c’hoazh eget an erered nijet kuit.
An deiz-se end-eeun, e-keit m’edon gant va merenn e ti-hent-houarn Wilhelmstrasse e Berlin, e oa er sal-prejañ ur bern koronaled pe jeneraled, ken stank ar bagad anezho evel pa vijent bet diwanet eno diwar had, ha war lein tog arc’hant lies-hini [lies hini] e weled ur c’haer a erer daoubennek o tisplegañ e zivaskell.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ererig