Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1622, 1732, 1943, 1973, 1985] Ent diwezh. Setu amañ erfin al levr. Erfin e tegouezh ar vignoned.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

Hevelep erfin, pan oa en em avizet, en deus da lavaret dezhi : « O gwreg hon lez da achevañ hon sakrifis, ha goude-se, ni a rento dit respont. »

1576
Daveenn : Cath p8

Erfin, en e bedan e plijo gantañ ma freservi ha ma miret en noz-se ouzh pep dañjer ha droukfortun, ha goude ez lavaran Pater noster hag Ave Maria, hag en em rekomandan da'm ael mat ha da'm fatron ha d'an sent all ha santezed a'n Baradoz.

1622
Daveenn : Do. p52

Erfin er pedan ma plijo gantañ ma frezervi ha ma miret en noz-se a bep dañjer ha drougeur : ha goude-se e lavaran ar Bater hag an Ave, hag en em rekomandan da ma ael mat, da'm fatrom ha da sent ha santezed ar baradoz.

1677
Daveenn : Do. p53

erfin

1732
Daveenn : GReg pg enfin

Bez’ e voe, erfin, bagadoù n’hall den danevellañ ken diwar o fenn.

1923
Daveenn : SKET p.91

Un deiz, erfin, e mare an unanvet beleg-meur ha pevar-ugent war-lerc’h an hini en doa savet ar profadoù d’an teir « Kassiteras », e tigouezhas kemm en o stad.

1923
Daveenn : SKET p.115

Traonienn Stêr-Hudson, erfin, a zo da vezañ sellet outi ivez.

1943
Daveenn : TNKN p48

"Enaud ha me, ha te, sell ha tri. Bremañ, me 'anavez tri all, hag ez aimp d'o gwelout a-gevret. Sell ha c'hwec'h. Erfin, goulenn digant an Ouest-Eclair embann ur ger bennak da reiñ keloù..."

1944
Daveenn : EURW.1 p.140

Mignoned ho poa pedet. Prientet ho poa un nebeud lipouserezh. En aner hoc'h eus gortozet ho mignoned. Deuet ez eus tud all diwezhatoc'h, ha lipet ar meuzioù fin. Erfin e tegouezh ar reoù pedet. Ne oa mui nemet restachoù. Na kasaus eo evidoc'h !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88, p43, Anjela Duval

Emeur amañ e bro an dour, e rouantelezh an dour, kelc'hiet emeur amañ gant brec'hioù niverus delta an Ogowe, ha froudoù an Ogowe eo o deus douget betek amañ ar bernioù traezh-se a chom bremañ en disec'h, bet trevadennet tamm-ha-tamm gant ar plant, diwezhatoc'h gant al loened, erfin gant an den.

1985
Daveenn : DGBD p27

Erfin ne oan ket dedennet ent kigel gant al lodenn vras eus ar merc'hed-se. Met bez' e oa memes tra div a oa koantik evidon. Marteze ne oant ket evit ar re all, dre chañs ! Pep hini e hini...

2007
Daveenn : KASTE p. 157

Va c'hensoudarded, erfin va c'henofiserien n'o deus ket komprenet an dra-se.

2007
Daveenn : KASTE p175

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial