Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. A. (en egor) 1. [1732] Dre ziaraog (udb). Deuet e oa en ti a-ziaraok. & A-ziaraok hag a-ziadreñv : dre ziaraog ha dre ziadreñv (udb.). ES. a-ziaraok 2. Stn. [1732, 1814] A-raok. [1732] Korbell a-ziaraok. [1732] Kambroù a-ziaraok. [1732] Ar gard a-ziaraok. [1732] Kelennadurezh a-ziaraok. [1814] Kambr a-ziaraok. ES. a-ziadreñv B. (en amzer) [1576, 1732, 1931] A-raok. [1576] Ar Jentiled c'hoazh ho devoe a-ziaraok lavaret an dra-se, rak Platon hag ar Sibiled oz devoe lavaret ez vize eürus an doue diouzh ar c'hrec'h a vihe krusifiet er groaz. [1732] Datiñ a-ziaraok. Meur a wech int bet eno a-ziaraok. HS. a-gent, a-ziagent, diagent, kent. II. Tr. ar. A-ZIARAOK DA : a-raok da. A-ziaraok dezho, bernioù bras a erc'h skornet a rae evel ur voger.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

15. Ha neuze pan o devoe lavaret an oratored ez oa un dra imposibl ez c'hallze Doue bezañ den, nag ez c'hallze gouzañv poan ar bed nag ivez ar marv, ez prouvas dezhe ar werc'hez penaos ar Jentiled c'hoazh ho devoa a-ziaraok lavaret an dra-se, rak Platon hag ar Sibiled oz devoa lavaret ez vize eürus an doue diouzh ar c'hrec'h a vihe krusifiet er groaz.

1576
Daveenn : Cath p13

kambr a-ziaraok

1732
Daveenn : GReg pg antichambre

kambroù a-ziaraok

1732
Daveenn : GReg pg antichambre

korbell a-ziaraok

1732
Daveenn : GReg pg arçon (de devant)

dat a-ziaraok

1732
Daveenn : GReg pg antidate

datiñ a-ziaraok

1732
Daveenn : GReg pg antidater

a-ziaraok

1732
Daveenn : GReg pg avant (d'avant, par devant)

ar gard a-ziaraok

1732
Daveenn : GReg pg avant (avant-garde)

kelennadurezh a-ziaraok

1732
Daveenn : GReg pg avant (avant-propos, préface)

porzh a-ziaraok

1732
Daveenn : GReg pg avant-cour

dent a-ziaraok

1732
Daveenn : GReg pg dents (incisoires)

a-ziaraok hag a-ziadreñv

1732
Daveenn : GReg pg (par) devant (& par derriere)

a-ziaraok

1732
Daveenn : GReg pg antérieurement, front (De front, par devant.)

kambr a-ziaraok

1814
Daveenn : DBRez. pg. antichambre

Pep hini a yae war-zu e gêr, lod droug enno, lod all goloet a vezh o welet petra a raed en o bro, a-ziaraok ken start en he feiz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.182

a-ziaraok

1931
Daveenn : VALL pg antécédent, antérieur, auparavant

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial