Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwechad ergerzhet sevenet gant un den nemetken. Ma ergerzhadenn war hentoù Breizh. DHS. baleadenn, kerzhadenn. 2. Ergerzh sevenet gant soudarded. Peder ergerzhadenn vrezel. Perzh a gemeras en ergerzhadenn a-hed an Nil. Un ergerzhadenn a grogas etrezek ar reter. DHS. kerzhadeg. HS. ergerzh, ergerzhadeg, bale.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Hogen n'emañ ket ar mare nag al lec'h da vont d'an ergerzhadenn-se dre hir gomzoù.

1923
Daveenn : SKET p.20

Adgwisket ganto o c’hrec’hen elerc’h e lamment er gwagennoù da adkregiñ en aner adarre gant o ergerzhadenn boanius er C’hornog.

1923
Daveenn : SKET p.115

"ergerzhadenn" gg.

1923
Daveenn : SKET p.175, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "(une) marche, voyage".

Tro a-zehoù, moarvat, da dennañ eurvad war e ergerzhadenn[...].

1923
Daveenn : SKET p.12

Diouzh mennad Dis Atir : ma teuje ar ouenn en doa bet digant Adaqi da vezañ an desketañ hag ar gentañ e pep tra, e reas Lugus ha Belisama an ergerzhadennoù-se dre zervennegoù Manos.

1923
Daveenn : SKET p.58

Adalek an XIXvet kantved ez eus bet graet ergerzhadennoù e-leizh a-dreuz ar morioù evit o studiañ ; ur pikol niver a sontadoù roet ganto.

1943
Daveenn : TNKN p12

Un ergerzhadenn all a grogas neuze evit pellaat tamm-ha-tamm etrezek ar reter dre Mézières, Bouillon ha traonienn ar Semois, hep bezañ bet dispartiet diouzh ar re a oan bet boas outo a bell 'zo, brezhonegerien eus ar c'hentañ.

1985
Daveenn : DGBD p6

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial