Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwechad kuitaat (ul lec'h, ur vro, h.a.) evit un niver bras a dud. Ermaeziadeg bagad ar C'haran. Ermaeziadeg ar wazed hag ar maouezed yaouank eus Breizh. 2. Relij. (gant ur bennlizherenn) Lodenn eus ar Bibl ma vez dezrevellet disparti an Hebreiz diouzh Egipt, gant Moshe en o fenn, tro-dro 1250 kent J.-K. Darvoudoù an Ermaeziadeg. Dispac'h Hebreiz en Egipt, zo e istor e-barzh levr an Ermaeziadeg. 3. Gwechad ezporzhiañ marc'hadourezh a-vras.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha bremañ, kaset da benn al levr kentañ am boa lakaet dindan gwarez Dis Atir hag o vont da stagañ gant an eil levr gouestlet da Deutatis, ma teuin ennañ da zanevell an ermaeziadegoù hag an trec’hadegoù-brezel, e pedan ar Gadarned hag ar C’hadarnezed o deus va c’halonekaet hag ez an da ziskuilhañ ar poelladoù, an uheloberioù hag an emgannoù anezho, ma sklaerafent va spered, ma nevesafent va eñvorioù, ma kreñvafent ennon va holl c’halloudezhioù, evit ma vo va labour barrek dezho, evit ma tihuno e kalon nep hel lenno ar garantez ouzh ar Ouenn gadarn ha kaer ha glan dreist ar re-all hag ar c’hoant d’en em reiñ dezhi ha da suraat da viken ar vuhez anezhi dre heuliañ o uhelskouerioù ha dre gerzhout war o roudoù.

1923
Daveenn : SKET p.82

Ermaeziadeg bagad ar C’haran ha kemeridigezh gant Nemetos eus ar ranndir etre an Albis hag ar Visuria.

1923
Daveenn : SKET p.125

"Ermaeziadeg" gg.

1923
Daveenn : SKET p.175, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Émigration ; exportation (par quantités)".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial