1. Fulor bras, buanegezh.
En em deuler a reas war he gwele, serret he daouarn gant an ernez. Gweañ udb. gant ernez.
DHS. brouez, feulster, imor, kounnar.
HS. taeroni.
2. Perzh an hini na c'hall ket gwaskañ war e c'hoant d'ober udb., a glask respont d'e c'hoant hep daleañ.
Kement a ernez a oa ennañ ma save ur son war gement tra a wele.
DHS. bevder, birvilh, deltu, entan, froudenn, jourdoul, startijenn, yaouankiz.