Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(impl. evel stn.) [1732, 1923, 1927, 1944] Eus ur vro all. [1732] [den] a-ziavaez-bro. [1923] Eus a-douez kant den a wad rik, unan hepken en doa tec’het, ur plac’hig pemp bloaz a voe gwerzhet da varc’hadourien a ziavaez-[b]ro hag a gavis, deut d’he fevarzek vloaz, e ti Diviko, ar Pikton, ma oa sklavez gantañ, lakaet da valañ heiz. [1927] Marc'hadourezh a-ziavaez-bro. [1944] Gouzout a ran, ez penn ez eus merc’hed a-ziavaez-bro. HS. estren.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

a-ziavaez-bro

1732
Daveenn : GReg pg aubain (étranger, non naturalisé)

a-ziavaez-bro

1732
Daveenn : GReg pg étranger (qui est d'un autre païs)

Eus a-douez kant den a wad rik, unan hepken en doa tec’het, ur plac’hig pemp bloaz a voe gwerzhet da varc’hadourien a ziavaez-[b]ro hag a gavis, deut d’he fevarzek vloaz, e ti Diviko, ar Pikton, ma oa sklavez gantañ, lakaet da valañ heiz.

1923
Daveenn : SKET p.22

marc'hadourezh a-ziavaez-bro

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-ziabarz

Gouzout a ran, ez penn ez eus merc’hed a-ziavaez-bro.

1944
Daveenn : EURW.1 p.210

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial