N’eus ket en Argoat, nag ivez ’n Arvor Koulz ha sant Erwan, 'vit an dud a vor…
Kempennet en devoa e kambr al laezh ur seurt chapelig gant skeudennoù sant Erwan, sant Tual ha sant Jozeb, patrom ar barrez, treset ha livet war ar mogerioù gwenn-raz gant brudetañ arzour ar c'horn-bro, Mabig ar Remon, skarzher[-]seminaloù (ur c'hwil all, pa lavaran, itrik e-leizh ennañ [ ) ], hag a-us d'an aoter - ur c'hozh laouer-doaz - e oa stag ar C'hrist bragezennet emaon o paouez komz dioutañ.
Met biskoazh n'on bet pennboufet gant al lorc'h war-zigarez ar c'hendegouezh-se, rak gallout a ra n'eus forzh piv dont war an douar deiz ganedigezh Jul Kezar, sant Erwan, Newton, Landru pe ar rouanez Mari-Antoneta, hep bezañ tonket evit kelo-se da vezañ ur brezelour dispar, ur sant hollvrudet, ur mailh war ar skianchoù, na, Doue da viro, da vezañ dibennet evel an daou all.
War veur al liñsel e weled ivez taolennoù sakr : an Dreinded, da skouer, ar Werc’hez Vari, ha sent ar vro, Erwan, Tual hag eveljust [evel-just ] Santez Anna Wened.
Ne ris ket kalz a van ouzh he daeroù, rak gouelañ druz a rae pa gare, da skouer pa c’hwite war ur grampouezhenn, pa dremene ar gannerez hep plediñ raktal gant e c’houez, adal m’ankounac’hae he sivi dareviñ da geñver gouel Sant-Erwan, met kammed ne bade gwall-bell [sic, gwall bell] he reuziad.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
Erwanig