Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. War zigarez. Lavaret a ra se e-skeud c'hoarzhin. HS. war-neuz, war-sin, war-skeud, war-van. 2. En ur geñver gant, war un dro gant. Deskiñ brezhoneg er skol e-skeud deskiñ galleg. & Tr. adv. E-skeud-se : abalamour da se. E-skeud-se da vihanañ e tremen buan ar beurevezh evidon. C'hoant am eus da vezañ fur, hag e-skeud-se ned in ket du-se. 3. En tu-hont da, estreget, ouzhpenn. E-skeud ar c'henwerzh a oa ganto e c'hallent memes tra gounit un dra bennak. E-skeud an dra-se e c'hallez ober traoù all. II. Tr. stl. isur. E-SKEUD MA, E : dre ma, o vezañ ma. E-skeud ma oa e vab eno ivez e c'halle mont d'e gaout ken alies ha ma felle dezhañ.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Bagadoù all, ha n’oant ket kreñv a-walc’h da c’hounit douaroù dre an armoù, en em silas a goad da goad, a ouelec’h da ouelec’h, e-skeud an nozioù diloar.

1923
Daveenn : SKET p.90

Hag ar palater all, krommet e-skeud an heol ? O, ma c'halon, tridit !

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

E-pad ugent vloaz ez eus bet labourioù war he zro, labourioù stabilaat a-bouez-bras da gentañ hag en o skeud labourioù adkempenn.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 21

N'eus nemet ur goulenn a dalvez : peseurt doare obererezh a vo dibabet evit bezañ efedus e-skeud ar strategiezh bet choazet ganimp?

2015
Daveenn : DISENT p53

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial