Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
6
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. Kaout esperañs. Gortoz hag esperout zo eürusted. II. V.k. 1. V.k.e. Esperout udb. : kaout spi d'e gaout. Ar grasoù-se a esperan diganeoc'h. N'eus ket kalz tra da esperout diganto. DHS. gortoz. 2. V.k.d. Esperout en ub. : kaout fiziañs ennañ. Esperout e Doue. Ar re a esper en Aotrou a adnevesa o nerzh. HS. fiziout. III. (dirak un islav. degaset gant ar rn. v. e) Kaout spi. Esperout a ra e c'hallo an traoù gwellaat.

Skouerioù istorel : 
23
Kuzhat roll ar skouerioù

M. Pe en tra ez koñsist an eürusted peheni a esperomp da gavout en vuhez all ? D. Da welet Doue fas-ha-fas, ha da jouisañ anezhañ eternalamant.

1622
Daveenn : Do. p10

diouzh ma esperan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg comme (i'espere)

M. Pe en tra e koñsist an eürusded a esperomp kaout er vuhez all? D. O welet Doue fas-ha-fas, hag o jouisañ eternelamant eus anezhañ.

1677
Daveenn : Do. p11

sperañ

1732
Daveenn : GReg pg attendre

sperout

1732
Daveenn : GReg pg attendre

speret

1732
Daveenn : GReg pg attendre

esperout a rae ar garg-hont edo o spiañ

1732
Daveenn : GReg pg attendre (il attndoit cette charge)

n'esperan ket e teue

1732
Daveenn : GReg pg attendre (attendre, esperer)

a-enep ar pezh a esperit

1732
Daveenn : GReg pg attente (contre l'attente de tout le monde)

degouezh na esperet ket

1732
Daveenn : GReg pg aubaine (droit-casuel)

pell en tu-hont d'ar pezh a esperet

1732
Daveenn : GReg pg (au) de-là (de toute esperance)

kalz en tu-hont d'ar pezh a c'haller da esperout, a c'haller da esperañ

1732
Daveenn : GReg pg (au) de-là (de toute esperance)

espirout truez da

1732
Daveenn : GReg pg émouvoir (à pitié)

espiret truez da

1732
Daveenn : GReg pg émouvoir (à pitié)

esperout e Doue

1732
Daveenn : GReg pg (mettre son) esperance (en Dieu)

a-enp ar pezh a esperet

1732
Daveenn : GReg pg (contre toute) esperance

a-enep kement a c'halled da esperout, a-enep pep lec'h da esperout

1732
Daveenn : GReg pg (contre toute) esperance

a esper

1732
Daveenn : GReg pg esperant (ante, qui espere)

esperañ

1732
Daveenn : GReg pg esperer

ar peoc'h a esperer

1732
Daveenn : GReg pg (on) espere (la paix)

Dioueriñ a renkont ar pezh a esperent da gaout.

1732
Daveenn : GReg pg frustrer (Ils ont éte frustrez de leur esperance.)

esperout

1732
Daveenn : GReg pg attendre (attendre, esperer)

esperet

1732
Daveenn : GReg pg attendre

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial