Pep hini eus liveoù diabarzh ur savadur zo a-uc'h live an adraoñ.
Ar ranndi a oa er c'hwec'hvet estaj. Un ti a dri estaj. Daou estajad derezioù.
HS. solier, solieradur.
Daveenn :
GReg
pg étage (apartement d'une maison compris entre deux planchers)
estajoù
astaichou
1732
Daveenn :
GReg
pg étage (apartement d'une maison compris entre deux planchers)
estaj,estajoù
aestaich, aestaichou
1732
Daveenn :
GReg
pg étage (apartement d'une maison compris entre deux planchers)
an estaj kentañ, izelañ
an astaich qentâ, jsélâ
1732
Daveenn :
GReg
pg (le premier) étage (d'une maison qui en a trois)
an eil estaj, an estaj kreiz
an eil astaich, an astaich creiz
1732
Daveenn :
GReg
pg (le deuxième) étage
an drede estaj, an estaj uhelañ
an drede astaich, an astaich uhélâ
1732
Daveenn :
GReg
pg (le troisième) étage
un ti a bevar estaj
un ty a bévar astaich
1732
Daveenn :
GReg
pg (une maison à 4) étages
Betek eno ne raen ket a wad fall : ur veaj evel un all e oa houmañ din, an hent a oa hir, al laboused a gane er c'hleuzioù, tud a laboure er parkoù, kêr Wengamp a oa brav da welout gant he renkennadoù tier a dri estaj...
Betek eno ne raen ket a wad fall : eur veaj evel eun all e oa houmañ d'in, an hent a oa hir, al laboused a gane er c'hleuziou, tud a laboure er parkou, kêr Wenngamp a oa brao da welout gant he rankennadou tier a dri estaj...
1944
Daveenn :
EURW.1
p30
Ur palez a oa hemañ, gant e dri estaj hag e deir askellad lojeiz, unan e-keñver ar straed, gant ar porrastell hag an nor-dal, ar pondalez hag an diri a enor daou vann ; an div askellad all a bep korn, war adreñv, hag etrezo ar chapel, kement hag un iliz.
Eur palez a oa hemañ, gant e dri estaj hag e deir askellad lojeiz, unan e keñver ar straed, gant ar porrastell hag an nor dal, ar pondalez hag an diri-a-enor daou-vann ; an diou askellad all a bep korn, war adreñv, hag etrezo ar chapel, kement hag eun iliz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p47-48
Cavalier a oa gwintet tre en eil estaj, mes kaer am boa darc'hañ war an nor, grik ebet.
Cavalier a oa gwintet tre en eil estaj, mes kaer am boa dac'ha war an nor, grig ebet.
1944
Daveenn :
EURW.1
p80
Ar post ged : ur gael houarn, ur porzh divent etre tri savadur a bevar estaj, mildoullet a brenestroù, a weled enno pennoù kurius an henaourien o c’hoarzhin goap d’ar « bleuien ».
Ar post ged : eur gael houarn, eur porz divent etre tri savadur a bevar estaj, mildoullet a brenestrou, a weled enno pennou kurius an henaourien o c’hoarzin goap d’ar « bleuien ».
1944
Daveenn :
EURW.1
p.192
Er c’hentañ estaj, a-zehou.
Er c’henta estaj, a-zehou.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.192
War dosenn Sant-Weltas, neizh bran gwintet etre an douar hag an neñv, e oa un tour bras hag uhel, ennañ c’hwec’h estaj leun a gambroù evit lojañ barzhed ha brogarourien Vreizh, o doa graet etrezo ur seurt Leandi.
War dosenn Sant-Weltas, neiz bran gwintet etre an douar hag an neñv, e oa eun tour bras hag uhel, ennañ c’houec’h estaj leun a gambrou evit loja barzed ha brogarourien Vreiz, o doa graet etrezo eur seurt Leandi.