I. Tr. adv.
ESTROC'H EGET.
1. (dirak un ak., ur rag. pe un adv.)
En tu all da.
Bet on o pourmen estroc'h eget amañ. Estroc'h eget da verc'h a rank labourat.
2. (dirak ur ger a denn d'un niver pe d'ur c'hementad)
Muioc'h eget.
Dimezet estroc'h eget ur wech.
II. Tr. rag. am. (en e furmoù displeget)
Troienn savet diwar ar pennger hag eget, displeget o-daou en hevelep gour, a dalvez d'ober anv eus ar peurrest eus ur stroll bnk.
Estroc'h egedoc'h o devez poan : tud all o devez poan ivez.